Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —
Dizoursi a oe mantret o klevet kement-all. Hag hen da zispenn an Aotrou dianavez azalek blenchen e vleo betek seuliou e voutou. E voutou a lavaran ?… n’en doa boutou ebet ; e dreid a yoa forc’hek. Dizoursi a welas neuze en doa kavet Laou goz. Hogen, fizians en doa en e gartou, ha setu perak e lavaras :
— Er memes tra !… N’ouzout ket petra zo oc’h da c’hedal, te hag a dremen koulskoude evit eul louarn koz.
Hag int da c’hoari. Dizoursi a c’hounezas ar barti genta hep poan ebet.
Deomp atao, eme Laou (Guilhou goz, an diaoul), daou ene-all oc’h an daou ac’h eus brema !
— Ya, eme Dizoursi, mar kerez ! Ro ar c’hartou.
Ar c’hartou a oe rannet evit an eil gwech, ha Dizoursi a c’hounezas adarre.