Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

leac’h ma ’z oant deuet, da lavaret eo dre ar siminal. Hag e c’hellas koania en e eaz. Kousket a reas c’hoek goude betek an deiz.

Mestr ar c’hastell kerkent ba savet a oe mall gantan mont da welet Dizoursi. Meurbet souezet e oe oc’h e gaout beo.

— Penaos, emezan, n’out ket maro eta ?

— Ya da, Aotrou, beo oun evel a welit, ha n’em eus ket bet an disterra glaz zoken.

— Hag ec’h eus tremenet ama an noz penn-da-benn ?

— O ya da, Aotrou.

— Ha n’ec’h eus gwelet netra direiz ebet ?

— Aze avat, aotrou, n’hellan ket lavaret nan. Bet em eus da ober gant kanfarted eus ar seurt ne garfen ket gwelet alies ; mes bezit dinec’h, kaset em eus anezo da vale evit biken diwar ho tro.

— Poan em eus o kredi ac’hanout ; pe seurt merk ac’h eus da rei d’in evit ma kredin ?

— Kemerit ar paper-parch-ma, ha gwelit petra zo warnan.

Hag e tiskouezas d’an aotrou ar paper el leac’h m’o doa sinet an diaoulou gant o gwad.

An aotrou a reas eur zell warnan, hag a lavaras laouen bras :

— O pebeus labour talvoudus ac’h eus grêt evidon ! Goulen diganen brema kement a gari evit da baemant, ha me hen roio d’it. C’hoant ac’h eus e rofen d’it va merc’h ?

Ne dalvezan ket kement-se a enor, ha n’em beus tamm c’hoant ebet da zevel ken uhel. Me a zo goveller dre vicher, evel oa va zad, ha mar fell d’eoc’h ober plijadur d’in, grit sevel d’in eur c’hovel e kichenik an hent bras, lakit enni houarn ha glaou, rak n’em eus gwenneg ebet. Me a houarno d’eoc’h ho kezeg ha re ho merourien hag ivez re ar veajourien a dremeno, hag e vevin evel-se dioc’h va labour, evel ma tle pep den onest.