Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —


— Setu ama loden Doue, aotrou person ; d’eoc’h eo ! Ra vezimp muioc’h en hon eaz er bloaz a zeu evit debri ar goan-ma ! Ni da vihana n’ankounac’haimp biken an nozvez trubuilhet-ma.

— Diskouezet he deus d’eomp penaos ema dourn Doue o tifen ac‘hanomp, a lavaras ar beleg. Meulomp da viken e hano santel ! Greomp atao hon dever, ha da c‘houde, ra vezimp etre daouarn an Aotrou Doue, ma rai ac’hanomp ar pez a blijo gantan.


————