Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

ment-se. Chacha reas ar vugale davetan hag e lavaras d’ezo a-vouez izel :

— Roït peoc’h, bugale ! Ma klevfed ac’hanoc’h ! Ar vugale a oe spontet d’o zro hag a yeas d’en em starda ouz o zad.

Gwelet a reant ez oa eur riskl bennak uz d’o fennou.

Gaïd hepken a gredas lavaret goustadik :

— Perak kaout aon pa ’z eo prennet ker mat an nor ?

— Aon am eus evidoc’h, bugale !

— P’eo gwir emaomp ganeoc’h !

— N’eo ket a-walc’h, emezan.

— O tad ! an dud fall ne gredint ket dont ; ha neuze, Doue a gar ac’hanomp ; hen hon diouallo dioc’h pep droug. Mamm he deus great d’eomp lavaret hor pedennou evit goulenn e skoazel.

Kedern a roas eur pok d’e verc’h :

— Doue ra viro ac’hanout, emezan. Poent eo d’eomp debri koan. Ouz taol, bugale !

Ar wreg he doa lakeat eun dousier wenn war an daol, ha war an dousier-ze eur podad chistr hag eur bara gwiniz da zigas c’hoant debri d’an dud.

Ha setu, p’edod o c’hedal an nebeuta, unan bennak o skei taoliou munut war an nor, hag e oe klevet eur vouez o lavaret :

— Digorit buhan, en han’ Doue ! An ozac’h a hastas mont da zigeri, hag e kavas dirazan eun den koz, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e ziwesker, d’ezan eun dremm leun a vadelez hag a zousder.

— Aotrou person ker ! a lavaras Kedern mantret.

— Deuit tre, aotrou person, a lavaras ive Madalen, ar wreg. Deuit en ti, hag ho pezo ho lod eus kouign ar Rouaned.

Ar beleg a vousc’hoarzas.

— Siouaz ! va mignored, n’eo ket brao digemeret eun den eveldon-me. Pardonit d’in koulskoude mar dan