Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

ri-ze morse, pa oac’h never bragaouet, mes, a dra zur, ec’h ouzon ez eus hag o deus hen great.

Alanig eta n’hellas ket tremen dre eno hep mont da ober eun dro war au dorgen. Paolig ha n’en doa ket gallet betek neuze kemeret perz en ebad-se, abalamour d’e zae losten, n’halle ket brema kennebeut mankout da vont da heul e gamalad. An dro genta ne deuas ket kaer gantan, mes a benn m’en doa great diou pe deir zro, e ruze ive brao ha kempen betek an traon. Ar c’hoari a blije de Baolig ; mes, siouaz ! pep plijadur a zo berr war an douar, P’edo oc’h ober er bemped pe ar c’houec’hved tro e oe klevet eur strakaden. N’eo ket eur rog. n’eo ket eun diframm hephen a yoa diskolpet ha distaget tre, ha chomet e hanter an dorgen. Hag evel pa erru eun dichanz, ech erru peurliesa meur a hini, ara