Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
MARVAILHOU AR VRETONED

Où le sol est dur, où le cœur est fort,
Fiers de notre foi, notre seul trésor ;
Nous venons du pays d’Arvor.

Goude e teu tro ar brezoneg, hag e kanomp :

Rouanez Arvor, holl ho saludomp,
O Gwerc’hez dinam, ennoc‘h e kredomp !

Goude eur beden sioulik great gant pep-hini e goueled e galon, a-nebeudou ar berc’herined a ya da gousket, ha n’eo ket hep ezom, rak skwiz omp.


Ar meurs, 19 Gwengolo.


Ar glao a gouez founnus pa ’z edmp da iliz ar Rozera evit an oferen a zeiz heur hag ar gommunion. Na kaer eo, e Lourd, dreist-oll, da vare an gommunion, klevet ar c’hantik : Elez euz ar Baradoz !… O toniou Breiz-Izel, par d’eoc’h n’eus ket e nep leac’h-all !

Da zek heur ema an oferen-bred, lidet gant kals a veurded. Da vare ar gorreou e kaner « Adoromp oll. » Na vije ket bet gallet kaout kaeroc’h evit ar poent-se.

Pa deuomp er-meaz eus an iliz, ar glao a gouez atao. Nec’het eo an dud, hag e sonjomp : Ma kendalc‘h an amzer evelhen, gwaz a ze d’eomp ! Na vo ket brao ar perc’herinaj !

Ober a reer koulskoude ar brozesion goude lein, bete Kalvar ar Vretoned.

Ar c’hantikou brezonek a ya en-dro, ma ‘z eo eun