Ha Kerlo a werzas e di, e zouarou ; ha neuze, leun e c’hodellou a beziou aour, ez eas da glask an eürusted.
Bale a reas e-pad pell amzer, treuzi a reas meur a wej ar mor divent, gwelet a reas keariou bras ha pinvidik, mont a reas dre vroiou dudius, dre goajou koz gant meur a gantved bloaveziou, el leac’h ma kleved kanaouennou dispar laboused dic’hiz ; pignat a reas war gern meneziou stok o c’herniou oc’h an oabl ; disken a reas e traoniennou doun ha didrous, a vev enno ar bastored ; chomm a reas a-zav dirak al lennou glas, hogen na gavas an eürusted e nep leac’h.
Kement e valeas, ar c’heaz, ma tigouezas e penn ar bed. Hag eno Kerlo a welas eur gear goant, an toennou great gant mein lugernus a skede dindan bannou an heol. Dont a rea eus ar gear-ze kanaouennou dudius, c’hoarzadennou laouen, moueziou tud yaouank o pedi. Tro-war-dro ez oa mogeriou gwer kristal, gant eun nor was ; Kerlo a lennas warni :
« Ama ema bro an eürustet ;
« Dont a ri ennan ma vezes kavet din. »
« Alo ! eme Gerlo leun a levenez, setu me eta digouezet e penn va beaj hir ! N’em eus ket klasket en aner. Emaon o vont da danva an eürusted ! »
Teir bazen a yoa etrezan hag an nor ; an hini genta a yoa en arc’hant, an eil en aour, hag an drede e diamant neat.
Kerlo a yea da bignat pa zeuas eun nerz vurzudus da staga e dreid e-barz ar bazen genta, hag e klevas eur vouez o lavaret d’ezan :
« Petra ec‘h eus great evit dont ama ? »