Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/123

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
GOVELLER BREIZ-IZEL

skourrou, ‘vel al labouz oc‘h ar glud. Setu hen o youc’hal mar doa eun druez e glevet.

— « Lez ac‘hanon da zisken, tamm lakipod fall ! »

Hag e yude evel eun den daonet, e valloze, hag e toue.

— « Ro d’in dek vloaz buez c’hoaz ! »

— « Bez‘ e pezo. Lez ac’hanon da zisken ! »

— « Disken ‘ta. »

P’en doa lakeat e dreid marc‘h war an douar, Paol a lavaras gant eur vouez trenk :

— « Te baeo an dra-ze d’in-me, boned ar groug ! »

Hag hen ac’hano. Da be leac’h ez ea ? D‘an ifern zur, da gas ar c’helou fall d’e vestr. Hema a c’halvas e vevelien en dro d’e gador ruz-glaou, hag a gontas d’ezo e abaden.

— « O, eme unan anezo, evidon-me n’em bo ket aon razan. N’hoc‘h eus, Aotrou bras, nemet kas ac’hanon betek ennan, ha me raio d’ezan plega. Ya, me hen digaso d’eoc‘h. »

— « Ma, eme Lusifer, kea ’ta, ha deus buan en dro. »

Hag an diaoul-all-ma da c’haloupad war-zu Breiz-Izel.

Hir e oa an hent, hag e tigouezas skwiz-maro e ti ar goveller.

— « Setu tremenet an dek vloaz roet d‘it va den. Deuet eo eta da heur ziweza. Laka urz ez paperou, ha deus dillo ganen-me da Gersatan, rak eur rouller dispar oud bet. »

— « Ya, ya, aotrou ; azezit aze eur pennad, bremaïk me yelo ganeoc’h. »

Satanaz a azezas war ar skaon ; n’oa nemeti en ti.

— « Brao ! Brao ! a lavaras ar goveller o c’hoarzin