Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KENTOC’H MERVEL !
ARVEST KENTA
War-Zav, Bretoned !
(Eur c’hoad treuzet gant eun hent. En amzer an dispac’h vras.)
I DIVIZ
FANCH AN TALEG, tieg ; GWENOLE, e vab ; YANN BINIFI, mevel
FANCH AN TALEG
Asa, paotred, koulz eo d’eorrip ober eun diskuizaden, ha ne gav ket d’eoc’h ? Evidon-me a zo o vont da lakaat eur c’horniad. Teir heur a zo emaomp o troc’ha keuneud, hag e feiz ! ne ray ket droug azeza eur pennadig.
GWENOLE
Muioc’h a galon hon devezo da gregiadarre goude-ze.
FANCH
Varc’hoaz d’abardaez e rankimp echui kentoc’hik, ma c’hellimp mont da govez abret. Nedeleg a erru, ha kalz tud a vezo, kredabl eo, evel kustum. Daoust hag e peleac’h e vezo kanet an oferen hanter-noz er bloaz-ma ?