Da Reims, goude, ez it a-berz Doue,
Da lakat sakri ar Roue ;
Gant ho panniel, eno en e gichen,
Janed, na c’houi a zo laouen ! (Diskan)
Setu brema ho kefridi echu,
Ha distrei d’ar gear a reot-hu ?
C’hoant ho pije, mes ar roue Charlez
A zalc’h tost d’e zervicherez. (Diskan).
War an douar, alies an anken
A deu evel eur goumoulen,
Da zistaga tamm ha tamm hon ene
Dioc’h traou ar bed, evit Doue. (Diskan).
Evel Jezuz, c’houi a zo bet gwerzet
Hag en eur prizon du taolet ;
Evel eun oan, evit ho pro garet
E sakrifis oc’h kinniget… (Diskan).
Ho vertuziou, ho feiz, ho karantez,
N’int ket bet manket eun dervez ;
Ho nerz-kalon er boan a oa padus,
Hoc’h izelegez [1] dudius. (Diskan).
Ha setu c’houi Plac’h eürus diskleriet
Gant hon Tad santel Pi dekved ;
Gwisket a c’hloar, kurunet a lili,
C’houi ’zo da viken en dudi. (Diskan).
Gwerc’hez Loren, kouls hag en hoc’h amzer
Tristidigez zo ’n ho pro ger,
Da Jezuz-Krist, d’e Vikel, d’e Iliz,
E reer pell ’zo eur brezel griz. (Diskan).