Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
KENTOC’H MERVEL !



Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma chom beo atao, en despet d’an avel,
Kredennou sakr ha pouezus oberourien hor bro,
’Vel pa vent korvigellet ouz griziou an dero ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kân c’hoaz hizio ar barz a vouez uhel,
Gant telen ha biniou, evel en amzer goz,
Koulz ha ma ra en nenvou elez ar baradoz.

Hag anout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h eus eur yez ken koz, ken kaer, ken divarvel,
Bet komzet gant hon Tadou ouspen daou ’vil bloaz ’zo,
Ar Brezoneg a garomp hag a virimp atao ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kaver ken stank labour flour ar gizel,
E pep parrez, koulz laret, war vein an ilizou,
Er berejou, en henchou, war galz a galvariou ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
A vir he gwiskamanchou hag he c’hiziou santel ?
Ar Vretoned a jomo bepred ar pez int bet,
Ar bobl ar c’haloneka a zo ebarz ar bed.

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag a welas o c’henel enni tud a vrezel,
Brudet evel ma ’z eo bet Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Ponkalleg, Nomenoê, Klison ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag he deus gwelet barzed evel ma ’z oa Luzel,
Taliezin ha Gwenc’hlan, Gwilhou, Brizeg, Milin,
Kervarker, Prou, Yann, Ar Skour, hep ankounât Marzin ?

Ha komz a rin-me brema eus sent koz Breiz-Izel,
A skignas dre ar vro-ma sklerder an Aviel :
Kaourintin, Pol-a-Leon, Brieg ha Gwenole,
Ha tostoc’h, Mikeal Nobletz, an Tad Maner ive ?