Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
KENTOC’H MERVEL !


Taolen da echui
————

Eur groaz e goueled al leuren-c’hoari. — Gwenole en e zav, a zo e wreac'h gleiz oc’h ober an dro d’ar groaz, e wreac’h zeou a zalc’h krog en eur vouc'hal. Diskabel eo. Ar Vretoned-all a zo renket en daou du. Pa lakaer da zevi goulou « Bengale », eur strollad kanerien a c’heller kuzat e riboullou al leuren-c'hoari, pe dirak, a gan an daou boz-ma :


POZ KENTA (war don : Nous voulons Dieu)

Ni, ’vel gwechall soudarded ar groaz,
Ni, Breiziz, laromp war eun dro :
Ni zo da Zoue hizio, warc’hoaz,
Hag er vuez, hag er maro !


DISKAN

Klevit, Mari, Mamm Doue,
Peden ar bobl kristen :
Doue c’houlomp, Doue da Roue,
Doue gant e gomz da lezen
diou wech.

EIL POZ

Ya, kent ’vit koll Doue, hon ferc’hen,
Ni a rofe hon holl vadou ;
Ni skuilhfe hor gwad war an dachen,
Hag a varvfe ’vel hon zadou !

(Diskan)

KLAODA ’R PRAT,
« Pluenzir ».
————