Eur vez e ve d’eomp beza trec’het gant eur seurt panezen ! (Mont a ra ive da esa trec’hi war ar Breton kalonek. — A benn eur pennadig e kouez d'an douar en eur huanadi. Mes Gwenole a deu e vreac’h da skouiza gant ar vouc’hal ; red mat eo d’ezan diskouiza.
Diskar, diskar buan ar groaz !
Nan, nan, klevit mat, biken eur seurt torfed ne rin,
Kant gwech ha mil gwech mervel a zo gwelloc’h ganin.
Ama, ô Kroaz venniget, e-harz ho treid santel,
Evit Jezuz, va Zalver, me zo prest da vervel !
(hep lavaret ger, a gerz da Wenole hag zank e gleze e kalon ar Breizad. Disken a ra kerkent en eur lavaret) : Ema great e stal d’ezan !
Brao ! Brao ! Richard !…
Jezuz !… Mari !… (e vreac’h a jom stag ouz ar groaz).
Klevit ! ema erru ar Chouanted ! Arabat e ve dezo kaout ac’hanomp dre ama ! Dre ar c’hreiz-de e teuont, kredabl eo, deomp war-zu ar vourc’h. Chachit ho tiwesker ganeoc’h, paotred ! (Mont a reont holl dre an tu deou. — Youc’haden ar gaouen ; hekleo adarre).