Goulen a ran ma vezo lezet e vuez digant an den yaouank-ma…
O !!!
Lezit ac’hanon da echui va lavar !… gant ma teuy da ziskara dioc’htu ar groaz-ma dirak hon daoulagad !
A !!!
Red oa beza eveldout Piedebic evit kaout an dra-ze !
Da vennoz a zo din eus eur zoudard republikan !
Ni paotred an amzeriou nevez, n’emaomp ket o klask tro da denna o buez digant an dud, pell ac’hano ! Gwelloc’h e kavomp gwelet anezo o tilezel a galon vat o follenteziou, o diskianterezou… Roi a reomp hon foan hag hon amzer evit ma teuio hor c’henvroiz da zilezel o c’hredennou sot ha ma tigorint pelloc’h o spered da gredi ar pez a garint… Rak-se, paotr yaouank, en em zavet enep da Vro hag a dlie beza lazet varc’hoaz a dennou fuzul, mar karez e kavi ar frankiz da vale, mar karez e weli adarre da dad, da vamm, da vreudeur, da zous !
Ha petra 'm eus da ober evit an dra-ze ?
Nebeut a-walc’h a dra : diskara ar groaz-se a zo aze.
Roit d'in eur vouc’hal !