Ne rean nemet difen gwiriou an Iliz breset dizamant gant ho mistri.
Mat eo !… Mat eo !… Peoc’h, mar plij ! N’omp ket karget da varn ac’hanout. Varc’hoaz, e Montroulez, an dud a lezen a welo petra zo da damall d’it. Ne don ket nec’het gant an dra-ze… Gwelloc’h em bije kavet gwelet ama brema ar C’habiten Spartakuz ! Hanter-noz eo, hag ouspenn, hag hano ebet anezan c’hoaz ! (Youc’haden skiltrus ar gaouen).
Dan heur-ma eo ive e oe lakeat Jezuz etre douarn e vourrevien ! (Hou ! hou ! hou !… tostoc’h brema).
Ro peoc’h, personig, pe bremaik e vezo stoufet da c’hinou d’it !
Erru ar gaouenned ! Klevit ! Daonet omp !… War evez !…
Kavet eo an Ao. Person, paotred ! Beac’h d’ar chas glas !
(An tri glas a dosta ouz an Ao. Person da ober kelc’h d’ezan. Ar Re-Wenn a deu d’ezo hep marc’hata).