gellet, evit na dennimp ket re warnomp sellou ar Re-Wenn. Arabat e ve e teufe ar re-ma d’en em deuler etre hon diwesker, pe emaomp rostet, rak n’eus ket kalz ac’hanomp, ha n’emaomp ket o klask ober anaoudegez ganto.
Me ken nebeut, dreist-oll goude eur seurt labour ! Pa vezo gellet gouzout e peleac’h e kuzer ar person, me ho kaso davetan dre ar strejou kuzeta.
Pa lavaren out eun den a skiant, ne fazien ket ; her gwelet a ran, n’em eus ket skoet e-kichen ! Gra labour vat, va faotr, ha n’ez pezo ket a geuz, kred ac’hanon.
Kredi a ran ac’hanoc’h, sitoian kabiten, ha mar kirit, me a zo vont dioc’htu da esa gouzout eun dra bennak diwar-benn person Landivy. Kerkent ha ma c’hellin, me a deuio d’ho kaout. E peleac’h, sitoian ?
E peleac’h ?… Mardousien ! n’ouzon dare… N’em boa ket sonjet en dra-ze… Perak n’en em gavfemp ket ama adarre ?… Al leac’h-ma a zo gouez a-walc’h, n’eus den o tarempred anezan.
Kenavo dizale, aotrou sitoian Spartakuz !
Kenavo, va mignon, hag arabat e vezo d’it ankounac’haat e labourez evit ar Revolusion, evit mad ar bobl ha silvidigez da vreudeur. Chanz vat d’it !
(Mont a reont pep hini eus e du).