Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
KENTOC’H MERVEL !

c’halon a zo gwasket gant an enkrez. Eun arne eus ar gwasa a darz war hor bro, hag hervez ma welan, meur a hini ac’hanomp a vezo kaset da gozeta.

FANCH

O daonched ! Mignon paour, koms a rez evel profeded an amzer goz, ha piou a c’hello gouzout petra fell d’it lavaret ? Gwenole ama en deus eur c’helou meur espernet gantan evidomp. Edo o vont d’hen rei da anaout pa’z out digouezet. Kendalc’h gant da gaoz, Gwenole ; marteze ez pezo an eurvad da ziroufenna tal Herve, hor mignon mat.

HERVE

Lavar ’ta, Gwenole, petra’c’h eus pe gwelet pe glevet. Aon am eus n’ez pefe netra da zeski d’in.

GWENOLE

Eur beachour eus va mignoned a zo nevez bet e Pariz.

FANCH

Ac’hanta ?

HERVE

Penaos ez a an traou dre eno ?

GWENOLE

Eur maread beleien, emezan, n’oa ket falvezet ganto ober al le da zenti ouz lezennou difeiz ar gouarnamant, a zo bet kroget enno ; ereet int beL kaset d’ar bac’h hag ac’hano d’an droc’herez gouzougou, hep pell dale. Kaset ’zo soudardet dre bevar c’horn ar vro gant urz da lakaat touerien e pep parrez.

HERVE

Ne c’houzanvimp biken eun hevelep sakrilaj !