zout dare da zen, hep beleg ivez eta, siouaz ! da walc’hi he ene, d’hen lakaat e doare vat da vont dirak ar Barner !… N'he doa gwelet na kar na par epad ar pemzek dez leun oa bet er c’hlanv-di.
N’eo ket en hevelep giz |
Antronoz, ar vedisined oc’h ober o zro vintin a welas dioc’htu oa maro, hag a lavaras meurbet dizeblant :
— Eur maro !
Enterret e oe ar paour kez Katellig hep kroaz na beleg, e bered Montmartre. Ma ’z afec’h di da glask he bez, ho pefe labour klask, ha c’hoaz n’her c’havfec’h ket, rak skrid ebet na lavarfe d’eoc’h piou a zo douaret el leac’h m’ema.
Ha setu petra c’hoarvez, siouaz ! gant eun darn vras eus ar merc’hed yaouank diwar ar meaz a ya da glask fortun da Bariz !
Evidon-me a lavar hag a lavaro atao, rak ma vezo ar wirionez atao :
|