Hag o skriva kement-ma e teue sonj d’in eus kanaouen Ar Yeodet :
Pa vo pellaet diouz he Breiz |
Mes, tavomp, ha deomp da welet e peleac’h ema hor c’henvroadez reuzeudik. Gwelloc’h eo d’eomp kaout truez outi eget he labeza a daoliou mein.
Heuilhomp anezi c’hoaz, p’eo gwir eo beo atao. Ya, beo eo, hogen, ne lavaran ket ec’h anavesfe he mamm anezi brema, ken distronket eo.
En eur c’hlanvdi (hospital) eo e kavomp Katellig, astennet war eur gwele a boan.
Souezet oc’h, n’eo ket gwir ? o kaout ar Vretonez yaouank flamm, leun a nerz hag a yec’hed, ar maro brema o vont da ober e breiz anezi… goude ken nebeut-all a amzer tremenet e Pariz !
Mat, kristenien, al labour dreist he galloud, re nebeut a vagadurez, an dizursiou, setu hep mar ar pez en deus debret he yec’hed. Er gear du-ze, e Ker-