Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —
OLMERIG
Evit echui, petra hoc’h eus great ?
ANDOCH
En em denn, na petra ’ta ?
HOLL
En em denn ?…
ALAR
… Varzu Mirebo…
ANDOCH
Hag omp digouezet abred a-walc’h evit kemeret kear !
AN HOLL, o c’hoarzin.
A ! a ! a !
OLMERIG, o c’hoarzin ive.
Ya, ya, evit doare hoc’h paotred vrao…
SOUDARD KENTA
Skedus eo ho tro-vale…
OLMERIG
Ma n’hoc’h eus nemet konchennou evel-se da gonta d’eomp…
ANDOCH
Kabiten…
OLMERIG
Alo !… A-walc’h !… Eur bannac’hig c’hoaz, kamaraded…