Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —
ANDOCH
Evit spia hag en em deurel war eur vanden varc’heien adeue da rei dorn d’an enebourien.
ALAR, da Andoch.
An Andoch ! ah ! pebeus spered ijinus ! Atao e kav eur riboul bennak evit en em denn !
OLMERIG
Ac’hanta ! Ha goude ?
ANDOCH
Mont a reomp neuze en hent… hag ez eomp da guzat en eur voden lann… Eun eur goude e tigoueze hon den.
OLMERIG
Ho ten ? Penaoz an dra-ze ?
ANDOCH
Fazia ran… Hon tud eo a fell d’in lavaret… Ouspenn ugent oa anezo. Hag e teuent d’an daoulamp rus, o zokou houarn war o fri, o c’hlezeier noaz dirazo. Taolomp evez ! eme-ve… Arabad d’eomp e vankout pe emeomp kollet ! Kregi a riz em zaoler birou…
ALAR
Ha me em hini…
ANDOCH
Tenna ran.
ALAR
Tenna reomp.