Dirak Doue hag ar c’hleze-ma, me dou beza bepred feal d’am feiz, d’am frinz ha d’an henor ; gwestla ran va buez da sikour ar re izel, da skoazelli an dud eün ; harpa rin dreist-oll an dud divlam gwasket a eneb pep gwir hag ive pep pleg mad gwall-gaset. (Ar roue a ro d’ezan tri daol war e skoa gant plad e gleze, o lavaret) :
Ober a ran ac’hanoud eur marc’heg, en hano Doue, an Itron-Varia hag an Aotrou sant Denez. Bez kalonek, dispount hag eün ! (Neuze ar varc’heien a ra salud an armou, ar zoudarded a zisken o goafou. Divez o d’al lidou.) Hastit brema, va c’henderv a Vreiz-Izel, mont d’ar Poatou, ha chanz vad d’eoch !
(Sonadegou a glever er-meaz, kemmesket gant youc’hadegou
ar zoudarded.)
Aotrou, emeur o paouez lavaret d’eomp eo eat Yann Dileve e-meaz a gear, dre eun nor guz.