Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —
digemeret peden an dijentil-ma, servicher d’Arzur-Veur, a c’houlen beza digemeret marc’heg.
FILIP
Piou a ginnig anezan, ha piou a gomzo evitan ?
LAN
Me, Lan, kont a Zinam, ar c’hosa eus marc’heien Breiz-Izel.
FILIP
Eus a be lignez e teu ho filhor ?
LAN
A lignez huel ha direbech.
FILIP
Pe seurt taoliou kaer en deus bet great en emgannou ?
LAN
N’en doa ket a oad a walc’h c’hoaz evit brezelli. Hogen, desket bras eo war wiziegez an armou, ha gouzout mad a ray embreger ar gwaf hag ar c’hleze.
FILIP
Pe hano an deus ?
LAN
Arzur a Vrejz-Izel, mab Jafre an Eil, hag an dukez vad Konstanz.
FILIP
Mad eo, Bennoz d’eoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonou an holl ar garantez virvidik