Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EIL ARVEST
Doare an teatr : Diabars telten Filip-Aogust e Gournê. Er goueled, toull-dor an delten. A-gleiz, er penn pella, ez eus eun trôn. A-zeou, tostik, plunv, liou, paper-parch war eun daolig.
————
KENTA DIVIZ
FILIP-AOGUST, HERVE a NEVER, EUD a VOURGOGN, LOEIZ a VRO-C’HALL, DIJENTILED gall, TUD a VREZEL, SKOUEDERIEN pe FLOC’HED.
(Pa zaver ar ridoch, Filip-Aogust a zo en e zav e-kreiz an
teatr, e Vab, ha Dijentiled en-dro d’ezan. Holl o deus o
armou en o c’herc’hent.)
FILIP-AOGUST
Setu pemzek dervez, va zud vad, m’emaomp o vresa poultren war-lerc’h ar Zaozon. Tizet hon deus anezo koulskoude. Hor parg a ehan a zo dres dirak Gournê, el leac’h m’eo Yann-Dileve en em dennet gant aon razomp. Red e vo d’eomp dont a-benn hirio eus ar gwaz loc’hus-se. Va mab, pe seurt taolen hoc’h eus dreset war doare ren ar c’hrogad a zeu ?