Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —
SEITEGVET DIVIZ
GUIOMAR, HERVE a LEON, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, DIJENTILED, ha LAOU ar REIER, holl o tont a zeou.
ROHAN
Eat eo ar roue Yann kwit, a livirit, aotrou Herve ?
HERVE A LEON
Gwelet eo bet n’eus ket c’hoaz gwall-bell zo o treuzi ar pont ; e varchosier a yoa oc’h e heul. Laou ar Reier a zo bet o kas anezan betek dor vras ar c’hastell.
LOHEAG
Mall em boa da welet al lapouz-noz-se o vont ac’halen.
MALESTROA
Ar Barzig seder eo, eta, a gavan dre ama.
AR BARZ
Hen e-unan, aotrou.
GUIOMAR
Nag eürus out bet o c’hallout trok da delen oc’h eur c’hleze !
AR BARZ
N’ema ket c’hoaz em c’herz, aotrou ; hirio koulskoude e kemerin va lec’h e-touez gwardou an aotrou dug.
ROHAN
Na dleez ket kaout kals a geuz d’az micher goz.