Daoust hag ezom em boa-me eus aotreadur eur bugel ez on eontr ha kulator d’ezan ?
Taolit evez, aotrou ; ho komzou a deu ama d’ho kondaoni ! N’eo ket dre an hend eün hoc’h eus gallet tapa krog en eur rouantelez ha n’oac’h nemet ar mirer anezan.
Mad ! Goulennit digant roue Bro-C’hall, mar hoc’h eus difizianz.
Filip-Aogust n’en deus netra da welet e kement-ma ; ha, mar plij d’in eun dervez kemeret va zra, me a c’halvo marc’heien Breiz-Izel.
Hoc’h aotre a roit d’in eta da veza roue war Vro-Zaoz ?
Evel eun dra fiziet hebken, aotrou, n’en ankounac’hait ket !
N’ouzout ket c’hoaz, bugel dister, pegen pounner eo eur gurunen ! Anaout a rez nebeutoc’h c’hoaz petra bouez eur c’hleze, hag e falvesfe d’it ober al lezen d’in ?
Petra livirit ?
Kred ac’hanon, Arzur ; bazig aour an duked n’ed ket