Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

flamm… Gwir eo an dra-ze koulskoude ! (Hag e ro e voked.)

EUR C’HENTA KOUER

N’eus ket eur paour keaz ha n’en defe eur garantez virvidik hag eun doujanz vras evidoc’h, hon aotrou dug !

ARZUR

Bennoz Doue, tud vad ! Bennoz Doue !… (Boked.)

EIL KOUER, o tostaat.

A ! hon aotrou karadek ! N’em eus kavet da zigas d’eoc’h nemet bleun melen ar balan. Kement a dud a galon a zo en hor bro evel a zo a voked er balanegou ! Hag holl e c’houzanvfent ar maro evidoc’h, a dra-zur ! (Hag e ro e voked.)

TREDE KOUER, d’e vab.

Tosta’ta, te !

AR PAOTR BIHAN

Aon am eus !…

AR C’HOUER

Aon rak petra ? ’C’heus ket ezom da gaout aon ; kas ar boked ganez, pa lavaran d’it !

ARZUR, gand madelez.

Deus, va bihanig ! n’eo ket da d’it kaout aon !

(Pokat a ra d’ezan.)
AR C’HOUER

A ! va Jezuz benniget ! pegen eürus on ! An aotrou