Bezomp holl laouen, Bretoned,
En deiz-ma kaer ha benniget,
Setu kurunet hon dug ker !
Bezomp holl laouen ha seder !
War e dal diroufen ni wel
Sked ha gened hor Breiz-Izel
Hag en despet d’e yaouankiz,
Arzur zo leun a vailhantiz.
Henor, gloar ha mil meuleudi
Da vestr nevez ar Vreizidi !
Noël ! Noël ! Bevet Arzur !
Bevet hon Dug yaouank ha fur !
Beteg-hen sae an herminig
A oe disklabez ha gwennik ;
Outi’z eus staget eur goabren,
Hag a roy kals a sklerijen.
Doue, a c’horre an nenvou,
A skuilh hirio puilh e c’hrasou,