Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

Vreiz-Izel. Ra lavaro eur gomz hebken, ha war an eur an holl dudjentil, e wazien, a gemero o c’hlezeier hag a yelo da Vro-Zaoz !

(Er-meaz e klever an drompilh.)


PEVARE DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, KEROMAN, OLIER, LAOU ar REIER, GUIOMAR, HERVE a LEON, LAN a ZINAM, MALESTROA, DIJENTILED, FLOC’HED, MEVELIEN, SOUDARDED.


EUR FLOC’H

Hon aotrou Arzur, dug a Vreiz-Izél !

(Ar brosesion : Dijentiled, Dougerien bannielou, Tud a vrezel, Floc’hed. Mevelien, a gemér o flasou er zâl. — Eur Floc’h a zoug eur c’hleze noaz war eur plueg. Arzur a zoug e gurunen war e benn.)

AN DUD A VREZEL

Noël ! Noël ! d’hon aotrou benniget Arzur !

AN DIJENTILED

Bevet Arzur, dug ar Vretoned !…

ARZUR, a ya da azeza war e gador.

Bennoz d’eoc’h holl, Marc’heien kalonek ! Bennoz d’eoc’h ive, Tud a vrezél ! Eürus on hirio eus hoc’h eürusded !