Gouzout a rit penaoz eo deuet an dug Yann, dre e gomzou flour hag e droiou kuz da veza mestr war Vro-Zaoz, daoust ma tlie ar gurunen, goude maro Richard-Kalon-Leon, digouezout d’e genderv Arzur.
Gouzout a ran an dra-ze ; hogen, kredi a ran n’eo an dug Yann en em garget nemet eus kulatoriez ar prinz yaouank ; ouspenn-ze, pennou bras Bro-Zaoz n’o deus ket c’hoaz lavaret e kavent mad bolontez diveza ar roue Richard.
Gwir eo. Hogen, Yann an deus gouezet gounid mignouniach Filip-Aogust, roue Bro-C’hall, o kinnig d’ezan an Normandi, gant ma vezo sikouret pe lezet da lakaat e graban war heritaj e vreur Richard.
Hag e c’hellit kredi e rofe Filip-Aogust e aotre d’eun emgleo ken mezus ?
Kaoziou klevet gant tudjentil gall am doug kals da gredi.
A ! gouzout a ran ez eo an dug Yann enouet o klevet ober Yann-Dileve anezan ; e dad an doa e vallozet ha roet e dra d’eun-all.