Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —
YANN
Nan, mez dall eo !
AR BARZ
Dall ?… Digouezet on eta re zivezad ?…
YANN, souezet bras gant ar c’homsou diveza-ma.
Re zivezad ?… Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…
AR BARZ
Lezit ac’hanon d’e welet. Arzur ! Arzur !
EILVET-WARN-UGENT DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LIONNEL, o tont a gleiz.
ARZUR
Pontbriand, va mignon feal, bezit dinec’h.
AN HOLL
A !
YANN
(Er-meaz anezan e-unan) : — Piou eta out-te ?
AR BARZ, o tenna e varo.
Lazer tud, n’anavezez ket ac’hanon ’ta ? Me eo Barz Roazon !
YANN, e kounnar rus.
Sikour, Bertram ! (Bertram hag e zoudarded a deu war wel a zeou. Chomm a reont er penn pella.)