Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —
HUBERT
Ya, red eo d’in… aze ema buez pe varo va mab ; an den kriz ! hen laza rafe evel eul leue !
ARZUR
Petra ho peus da ober ganen, Hubert ?
HUBERT
Er mintin-ma hoc’h eus lakeat eur zac’had droug er roue Yann… Diouallit ne deufe d’en em venji.
ARZUR
N’en deus ket great a-walc’h d’in c’hoaz ?
HUBERT
Eo !… (d’an dud). Penaos diskleria d’ezan ? (Huel). Prinz, er ganaouen a ganec’h bremaïk ez eus hano eus eur prizonier…
ARZUR
E enebour an deus tennet ar gweled digantan o lakaat eun houarn rus war e zaoulagad. Torfed skrijus, n’eo gwir, Hubert ?
HUBERT
Ha perak ?
ARZUR
Evit miret outan da ren… Eun darvoud spontus eo, c’hoarvezet gwechall e bro ar Sarazined.
HUBERT
Ha kredi rit, prinz, na c’hallfed ket ober kement-se c’hoaz hirio ?