Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

me a zo gwaz me ! me a c’hell dougen beac’hiou ponner a anken… e leac’h c’houi, bugel kez !…

O ! ra zeuio dizale hoc’h eontr da zevel divarnon an henor d’ho miret, ha ra vezo roet va frankiz d’in ar c’henta gwella ! Va dever a zo hirio re denn !

PEVARE DIVIZ
HUBERT, ARZUR, LIONNEL.
(Lionnel a deu dre gleiz penn pella, o kuzat eur goulm.)


LIONNEL

Bez’ ez eus en traon, va zad, eun den koz hag a choanta koms ouzoc’h ; Lelio, emeza, eo e hano.

HUBERT

A ! Lelio, ar Zorser !… Mad eo !

LIONNEL

Eur zorser !… Ya avad, evit an dra-ze e tlefen beza e gemeret p’am eus gwelet e zilhad.

HUBERT

Mont a ran va-unan d’e gerc’hat.

(Mont a ra er-meaz dre gleiz, penn pella.)