Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —


LYONNEL, da Hubert a ya er-meaz.

Ac’hanta ! Ha me ?… O ! tad dic’his ! ne ro ket eur pok d’in zoken ! (Ober a ra ardou.) Ma !

HUBERT, o tizrei.

Marmouz ! (Pokat a ra d’ezan.) Alo, labour mad.

LYONNEL, o vont d’e heul.

Ya, va zad ! ya va zad ! (Hubert a ya dre an tu deou.)

EIL DIVIZ
LYONNEL, ARZUR.


LYONNEL, o teurel e levr war an daol.

Ya, mac’had sûr e studiin !… Dal !…

ARZUR

Nag eürus out, Lyonnel ! Na te zo karet gant da dad !

LYONNEL

O ! me e gar kals ive !… N’eo ket souez ! Ober a ra kement am be c’hoant.

ARZUR

Me ne don karet gant den abaoue m’eo maro va mamm…

LYONNEL

Mar deo gwir !… ha me neuze ?…