Eur c’hart heur goude, Paol a oa er zal-debri, strafuilhet : ne ouie ket petra glaske outan an diaveziad her galve. Heman a lavaras :
— Disadorn da noz, Paol, oan bet en toull dor da di, dindan dilhad eur paour, o c’houlenn bara ha lojeiz : Sonj a peus, kwir ?
— Ya, sonj mad ; ha petra goude ?
— Me eo da vreur Yann, dizro eus an Amerik gant eiz kant mil lur. Te ha da kreg ho peus va digemeret evel eur c’hi en eun iliz, ha va c’hoar Katellig he deus, hep gouzout piou oan, va digemeret en he zi, roet d’in boued ha gwele deac’h da noz hag hirio vintin.
— Ha goude, eme Baol ?
— Setu em eus sonjet ober d’it evel a peus great d’in, da lavaret eo lezer da viz ganez en da c’henou, ha rei da Gatellig pemp kant mil lur hirio, hag ar peurrest, pa vezin maro. Kountant out ?
— Evel-se bezet great ! eme Baol, o vont kuit, lostok.
- Loeiz Ar Floc’h.