an heol, war ribl ar mor, pe o neui pe o lenn eul levr bennak, hag atao outi he-unan.
— Daoust petra a zo o poulza hor merc’h war-zu ar mor bemdez ? a c’houlennas an tad ouz e bried.
— Evel a leverez, Herri, eun dra bennak a zo en he fenn ; ha morse n’em eus he gwelet ken aketus da lenn.
— Ne ouezan ket penaos eo eat ken buan eus he spered ar zonj da vonet da Bariz da glask eur gwaz !
— Traou kuzet ouzomp, Herri ; ha ne ouezan ket va unan petra da zonjal eus ar pez a zo kuzet e spered Mônig. Ha koulskoude n’ema ket o sonjal gwelout eur gwaz o tiboucha diouz ar mor, met eun dra bennak a zo hag am laka da zonjal n’ema nemet o klask an tu da veza gwelet gant eun nebeut Parizianed hag a zo deuet d’ar C’hentell da dremen an hanv, hervez am eus klevet gant Itron Kerlaban. Gouzout a rez, Herri, ar merc’hed a zo tano o fri peurliesa, ha dreist-holl pa vezont e c’hoant kaout pried.
— Evel m’ema hor merc’h, Fantig ! eme an tad.
Eiz dez goude, Mônig, evel ma veze bemdez, a oa o lenn e disheol eur roc’h, a-uz d’ar mor bras, pa welas eur vagig vrao o tonet ha ne oa tamm ebet henvel oc’h bagou paour ar besketerien. He c’halonig a lamme en he c’hreiz, marteze ar sturier a wele a oa an hini a glaske, an hini a oa komzet d’ezi dioutan gant an divinerez !
Pell oa c’hoaz ar vagig, met tostaat a ree oc’h an douar, ha Mônig, poulzet ne ouie ket he-unan gant peseurt nerz, a gerze evel da ziambroug ar vag, en eur ober an neuz da zastum biliennou diwar an traez.
Ar vag a chomas a-zav, hag eur paotr faro, brun touz, a ziskennas diouti : henvel oa oc’h eun Amerikan.
— Setu va den, m’en tou, hennez eo ha n’eo ket eun all ; an divinerez he deus gounezet he dek lur, a zonjas Mônig.
— Itron, eun ti-butun a zo en Aber, mar plich ?
— Me a zo eun dimezell, Aotrou !… Mar kirit dont ganen, me a ziskouezo an ti d’eoc’h, me va-unan !
— N’eus netra gwell evidon, Dimezell !
An daou yaouank a reas buan anaoudegez an eil gant egile, konta rejont o zammig buez an eil d’egile, hag antronoz e tlient en em gavout adarre o daou da gaozeal e-tal ar roc’h uhel. An traou, diwar neuze, a yeas ken buan war a-raok, ma c’houlennas Mônig digant he zud aotre da zigas beteg an ti an aotrou yaouank a dlie beza he fried, n’oa c’hoaz nemet pevar dervez abaoe mac’h en em anavezent.
— Gouzout a rit, eme Mônig d’he zud, em eus ugent vloaz abaoe miz Meurz, hag ez eo dereat d’in dimezi a-raok ma vezin re goz. Kavet am eus eur gwaz, eun den a zoare, mab eun horolacher pinvidik eus a Vrest, hag hennez a blij d’in, hag hennez am bezo, kousto pe gousto…, mar plij ganeoc’h evelkent. Er C’hantell ema o tremen daou viz gant e dud, ha bep bloaz e vezont aze abaoe eiz vloaz a zo. Setu ma roit hoc’h aotre d’in, warc’hoaz