Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —
zo braz dija evit sikour ac’hanoun, eaz eo d’in dioueret ac’hanoc’h. It, it, ma merc’h, ha digasit eur gwennek bennag d’omp, evit sikour paëa ar mestr. »
An aotrou, ha na gomprene netra deuz komzou ar vam, a oa digor braz he zaoulagad hag he c’henou ganthan, o welet anezhi o komz krenv, hag o hija he divrec’h e sin a gontantamant, a zonje d’ezhan er c’hontrol e oa droug braz ennhi, ha goulen a eure digant ar verc’h petra a zonje ar vam euz a gement-se.
« Va mam a zo kontant, na c’houlen ket gwelloc’h eget gwelet ac’hanoun o c’hounit va bara. »
— « Ma ! grit mat ho sonj, plac’h iaouank, ha disul pa deuin ama, e lavarfoc’h ia d’in ne ket ta ! War gement-se e lavaran kenavo disul d’eoc’h.
(Da heuil)
Loeiz ar FLOC’H.