Gwenola he devoa eun nozvez fall, krena rea o sonjal en dervez war-lerc’h, ha donet a rea en he spered ar c’homzou rust lavaret d’ezi gant he mestrez, daou viz a oa : « Great eo ganeoc’h ho tro ziveza em zi ».
Mad ! evelato da vihana ar plac’h yaouank, evel kustum, d’an taol a eiz eur, a oa oc’h eva he banne kafe oc’h taol ar gegin e ti he mestrez. N’oa ket bet daleetoc’h evit gwelout an hini goz o tonet da azeza en he c’hichen er gegin.
— Penaos, merc’h, eur paotr koant eo ho tousig, evel am oa gwelet deac’h, hag eur c’houbladig a-chos a reoc’h ho-taou.
Gwenola a blegas he fenn, a zirollas da ouela, a glaskas tec’hout, great an traou d’ezi : gwelet oa bet !
— Perak e ouelit evel-se, merc’h ? Deuit aman em c’hichen.
— C’houi a zo o vonet d’am stleja er-meaz eus ho ti.
— N’emaoun ket, merc’h, selaouit va c’homzou : me a zo bet gwechall yaouank eveldoc’h, neuze e karien a-greiz va c’halon eur maltouter eus Landreger, ha paneved va mamm e vije bet va fried. Siouaz ! hi he deus miret ouzin, hag abaoe n’em eus karet nikun all. Ne fell ket d’in avad mirout e vad ouz den, zoken ouz va c’hemenerez.
— Oc’h ober goap emaoc’h, mestrez.
— N’emaoun ket, Gwenola, met livirit d’in ’ta pegeit a zo ema hen oc’h ober al lez d’eoc’h ?
— Bloaz a zo, mestrez.
— Ah ! Ha pe da vare e vezo an eured ?
— Ne ouezan ket c’hoaz, mestrez, va mamm ne fell ket d’ezi rei he aotre d’in ken a c’hounezo hen kant liur bep miz.
— Ha pegement bemdez en deus breman, ha peseurt micher a ra ?
— Kalvez eo, mestrez, ha pevarzek real bemdez en deus, a ra bep miz war-dro dek liur ha pevar-ugent.
— Lavarit d’ho mamm eus va ferz ema o klask pemp troad d’ar maout. Petra !… abalamour da zek liur ema-hi o virout hoc’h eurvad ouzoc’h !
— Ya, mestrez, gwir awalc’h a livirit. Koulskoude n’eo ket abalamour ma n’em eus ket poaniet awalc’h eo !
— Mad ! sellit, Gwenola, me a zo o vonet da lavaret d’eoc’h eun dra hag a raio, sur oun, plijadur d’eoc’h ho taou, d’an hini a dle beza ho pried ha d’eoc’h hoc’h-unan. Diganen--