En eur barrez vihan, taer leo diouz Sant-Brieg, war ribl an traez, e oa, breman ’zo daou c’hant vloaz, eur paotr koz hag en devoa tri mab, Pipi, Yann ha Fanchig.
An tri mab n’oa ket c’hoaz du ar mar-bleo dindan o fri pa ouient ervat bleina eur vag war ar mor. Abred e oant desket da veza pesketourien ; nemet mevelien gant ar re-all e oant ha netra ken.
Koulskoude, eun devez e teuas c’hoant d’ezo da gaout eur vag d’ezo o-unan. Terri a raent e benn d’an tad evit se, met heman a oa stag e groc’hen oc’h e gein ha ne c’houle ket tenna peziou melen eus e yalc’h ; … gwelloc’h e kave lakaat enni ! Evelkent, eun devez an tri breur en em lakeas a-zevri gant o zad ha, dre boania kalz, e teujont a-benn eus o zaol. Setu m’o devoa an tri breur eur vag evito, hag eur gaer a hini, kement ha kaout.
Mont a rejont da besketa ha, loc’h enno e taolent o rouejou er mor. Met, allas ! pesk ebet en devez kenta, kouls laret. An eil devez ’oa bet falloc’h c’hoaz. Hogen d’an trede devez, Pipi a laras mont a-bell er mor, da welet pe e oa pesked pe ne oa ket.
E gwirione, ez ejont ker pell, poulzet gant an avel diroll, ma oant erruet e-tal eun enezen vihan ha n’oa enni nemet eur maner lugernus. Sanket doun er roc’h, pevar beul houarn teo a zalc’he a-zibouez chadennou dir ar maner e bransel. An tri breur, poulzet gant an avel betek ar roc’h, a zellas gant enkrez ouz ar maner-ze, a vransigelle evel eur c’havel dre nerz an avel diroll. Piou a c’helle beza o chom eno nemet un den pinvidik bennak, skuiz o veva e-touez an dud ? Chom a rejont o-zri e-pad eur pennad mat da c’hervel, met den ne deue da welet petra a glaskent.
Eur chadenn a deue eus an nor betek ar mor, ha Pipi a grogas enni, a bignas ganti betek ar zec’h. An daou vreur all a heuilhas o breur henan. Ober a rejont tro ar maner, met n’oa nemet eun nor da vont e-barz. Pipi gant e votez a skoas war an nor, hogen den ne respontas.
Koulskoude, an naon a denn ar bleiz eus e doull, hag ar baotred ivez, du gant an naon, o devoa mall da gaout eun tamm bara da chaokat. Fanchig, ar yaouanka, a doras eur weren war ar prenestr hag a yeas en ti en eur grena.
En eur gambr e welas eur bern mouneiz rouz, peziou a zaou wenneg ; en eur gambr all eur bern peziou a ugent real, hag, en drede, eur bern peziou a ugent lur. Strafuilhet-oll, e teuas da laret d’e vreudeur petra en devoa gwelet. Kerkent ar re-man a lammas en ti, ha buhan da grabanata aour.
Pa gave d’ezo e oa er vag a-walc’h a aour evit beva evurus, Pipi ha Yann a laras da Fanchig e oa poent mont war-zu ar gêr. Fanchig, en eur c’hoarzin, a laras d’ezo mont d’ar gêr m’o devoa c’hoant, rak hen a oa brao el lec’h ma oa war e vern aour. Teurel a reas d’an douar diou dorz vara evit ar veach hag, heb ehana tamm, e tiboulle sac’hadou aour betek ribl ar mor.
— « Hastit buhan dont en-dro, emezan, rak a-benn ma teuoc'h, e vezo evidoc’h eur garg all aman. »
— « Gwelloc’h eo d’it dont d’hon heul, rak, ma n’eus den breman er maner, marteze a-benn an noz e vezo. »
— « Nan, nan, it d’ar gêr, ha livirit d’hon tad beza dinec’h gant e Fanchig. »
An daou vreur a lezas an tournez bihan er maner ha, goude beza bet pevar devez war ar mor, ec’h en em gavjont er gêr. An tad a oa laouen meurbet o welet e vugale, met tenvalaat a reas e zremm pa welas n’oa ket Fanchig ganto.
— « E pelec’h eo chomet va mab bihan ? »
— « Chomet eo er maner, tad ; eman o krabanata aour da zigas d’eoc’h, ha setu aman ar pez hon eus dastumet evidoc’h. »
— « Pe sort maner a livirit ? »
— « N’ouzomp ket hon-unan hano ar maner-ze a zo a-istribilh a-us d’ar mor. »
— « Ar maner-ze eo ti ar ramz Brazegof, hag a laer tud evit o dibri ha, sur, va mab a zo breman er gaoter vras ! O paour kaez Fanchig, dallet out abred gant madou ar bed-man !… It buhan war ho pagig ; digasit d’in va mab ez veo pe ez varo ! Ne gouskin ket ken n’am bezo poket d’am mab bihan. »
An daou vreur, goude beza kemeret bara ha kig eus ar gêr, a gimiadas diouz o zad.
(Da heuilh).
Loeiz ar Floc’h.