Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Eur mintinvez e oan o vont d’ar marc’had gant eur c’harrad ougnoun. Va c’har a ioa varlerc’h eur c’harrad all a legumach. Hema jomaz krenn en e zao evid rei plas d’eur c’harrad podou laez. Unan euz ar podou, renket fall, a gouezaz d’an douar en eur ober trouz. Ar marc’h a ioa ouz ar c’har a spontaz, ha lost va c’har-me, n’ouzoun ket penaoz, a ieaz gant tiz da stoka ouz prennestr an aotrou pinvidik. Taoler a reaz ar prennestr er gambr, ha raktal warlerc’h, eur boutegad avalou-douar a en em ziskargaz ive er gambr. Evel just, e sonjen em bije ranket paëa ar gwer torret, mes evelkent ne zonjen ket e vijen bet kignet evel e oan bet. Ne zonjen ket em bije ranket rei hanter kant lur evit c’huec’h gweren torret.

Ne oa ket arc’hant awalc’h ganen evit paëa, ha neuze an itron a lavaraz d’he mevel mont da glask ar bolised raktal. An aotrou a zalc’haz ac’hanon, hag a lavaraz ne iafe ket va c’harrad legumach deuz a doull e zor ken em bije paët.

Prestik ar bolised a en em gavaz, ha p’em oa lavaret d’ezo e oan kontant da vont, da glask arc’hant da baëa e tapchont krog e penn va loan.

Kerkent ive ec’h erruaz eur mignon d’in war al leac’h, eur marc’hadour euz a Rosko eveldon, hag etre-z-omp hon daou on devoa kavet arc’hant awalc’h evit paëa ar c’huec’h gweren torret war di Skrabelaou.

— C’hoarzin a reomp o klevet ac’hanoc’h o konta, mez pe hano en devoa an aotron ze a c’houlennaz James ?

— Goudeze pa oan eat d’an ti e oan kustum da ober va disken ennan, an itron, en eur c’hoarzin, a lavaraz d’in e oa koustet ker va gwer d’in. Klevet e doa dija an histor, hag hi he-uan a lavaraz d’in e oan kouezet fall o terri gwar war ti an aotrou Skrabelaou.

— Skrabelaou !

— Ia, an aotrou Robel, ijiner e Raozon, n’eo anavezet er vro nemet dindan an hano a Skrabelaou.

— An aotrou Robel !… anavezet dindan an hano a Skrabelaou mes petra eo an dra-ze ?… Skrabelaou !

— Gouzout a rit, aotrou, eun den hag a zo laou outhan, a rank en em skrabat awechou, p’en defe re a zebron.

— Hag an aotrou Robel, eun anaoudegez vraz d’eomp-ni, a zo laou outan ?

— Pardonit ac’hanon, aotrou, m’emaoun o lavaret drouk deuz unan hag a anavezit mad. Mes an aotrou Robel n’euz ket a laou outan, ha ma z’eo lezhanvet Skrabelaou, eo abalamour d’eur breur-kaer d’ezan. Hema ar breur-kaër ma, goude beza bet o chom e kaëra maner a ioa e Raozon, a werzaz e oll leveou, hag a ieaz er meaz euz ar vro. Mont a reaz du-ze da chom demdost da Gastellinn, hag eno e varvaz etouez al laou war eur bern plouz brein. Eno e oa lezhanvet Skrabelaou, hag abaoue al lezhano-ze a zo dalc’het war eur famill a-bez. An aotrou Robel en devoa daou vab, ha raktal goude maro e eontr, e iachout, den na oar da beleac’h, da zispign kant mil lur ar potr koz.

Setu petra em euz klevet en ti eleac’h e rean va disken e Raozon…

Mez penzoz oc’h c’houi deut da annout an aotrou Robel, p’e gwir e livirit ez eo eun anaoudegez vraz d’eoc’h ?

— Doue ra vezo trugarekeet da veza digaset ac’hanoc’h en ti-ma hirio, a lavaraz James. Gwelit aman en ho kichen diou blac’h euz ar re goanta, euz ar re binvidika a zo e Bro-Zaoz !… Ma ! an diou blac’h iaouank-ma, an diou c’hoar ma d’in, a zo dija promettet da zaou vab an aotrou Robel euz Raozon !… Eur miz a zo e oamp c’hoaz e ti an ijiner hag an traou a ioa o vont da veza renket etre an diou famill abenn er miz aman. Rakse ta n’oc’h ket digouezet kalz re abred da ziskuill d’eomp ar c’helou, heb er gouzout.

— Skrijal a ran, aotrou, o sonjal pegement a dalvoudegez o deuz va c’homzou, ha goulskoude va c’houstianz a zo direbech, rak n’em euz lavaret nemed ar wirionez penn da benn diwar bouez eun den hag en devoa great drouk d’in o c’houlen diganen eur hanter re a arc’hant evit ar gaou great d’ezhan. Prest oun da lavaret dirag barnerien, ar pez em euz displeget d’eoc’h.

— N’o pezo ket ezom da lavaret an dra-ze dirag barnerien, Breizad, flzianz [am] euz ennoc’h, ha bremaik ni a skrivo d’an aotrou Erward, evit goulen outan kelou deuz ar famill-ze hon euz anavezet ken koulz, hag hon euz ezom da anaout gwelloc’h c’hoaz abenn nebeud amzer. Roit d’eomp hoc’h hano, ha divezatoc’h m’on defe ezom diouzoc’h, ni a skrivo d’eoc’h.

— Me a vez great Fanch ar Roux ac’hanon, e Rosko e kichen Kastell-Paol, emaoun o chom.

— Trugare d’eoc’h, Fanch. Savetei a rit d’eomp hon enor, ha divezatoc’h ni a ouezo o tic’haoui deuz ar vad a rit d’eomp hirio. Gwelet a rit n’euz drouk ebed na zervichfe da eur vad bennag. Ma ne vije ket bet en em gavet an darvoud-ze ganeoc’h e ti an aotrou Robel e Roazon, n’o pije ket bet anavezet an den-ze, n’o pije ket bet na droug na vad da lavaret d’eomp anezan. Breman an droug dister great d’ezan, an arc’hant braz o poa ranket rei d’ezan evit an tammik gaou-ze, c’huec’h gweren torret, a zo d’eomp da anaout deustu pe seurt den eo, pe seurt kalon kriz en deuz, pegement a brez en deuz da gignat pa gav krog. Ganeoc’h hon euz klevet pe seurt brud en doa e vreur-kaër lezhanvet Skrabelaou.

En eur ger, Fanch, ar pez oc’h euz lavaret d’eomp hirio, a laka eur sklerijen gaër war hon amzer da zont, hag a harz ouzomp da goueza e toull an dismegans.

(Da heuil)