Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Mez tec’homp achann, ha deomp da gemer an ear da c’hortoz koania.

Pa oant war ar ru, ar vam a c’houlennaz :

— Hag oc’h arc’hant, va bugale, emichans oc’h bet piz ha kempen warnan, hag oc’h euz c’hoaz eun dra bennag evel 90.000 lur !…

— Ah ! va mam !… N’ouzomp ket penaoz lavaret an dra-ze d’eoc’h !… Arabad eo d’eoc’h kaozeal d’eomp deuz arc’hant… Hor eontr, er gouzout a dleit, a zo bet laëret.

— Ia. Ha c’houi eo al laëron, c’houi, kerkent ma oa serret e zaoulagad gant va breur, a lakeaz hen tenna war eur bern raden, evit galloud easoc’h a ze krabanata e aour hag e villejou… Ha brema e peleac’h ema an aour-ze, ar billejou-ze ? E peleac’h emaint, lavarit d’in ?

— Bet omp o c’hoari, va mamm, hag hon arc’hant a zo chomet er c’hoariou braz. Ia, arc’hant an disenor, aour an dismegans, n’int ket chomet e Raozon, digaset hon euz anezho aman da Vro Zaoz, hag aman kon euz interret anezo evit ato.

N’hon devoa ezom ebed deuz an aour-ze na c’houi kennebeut, va mam, rak ekeit m’on dije gwelet dirag hon daoulagad frouez an dismegans hor c’halonou a vije bet treuzet gant kleze an disenor.

— Mez piou, a lavaraz Briek, en deuz lavaret d’eoc’h e peleac’h e oamp ?

— An dra-ze na zell ket ouzoc’h, evit c’hoaz, a respontaz an tad, hag hou-unan n’ouzomp ket…

Ar famill Vreizad a gemeraz eur pred en hotell, a gouskaz, hag antronoz vintin da eiz heur e c’houlennaz petra ranke.

— Kant lur, aotrou, rak pevar devez a zo, o pugale n’o deuz ket paët.

Efflam neuze a roaz e villed diveza da vestr an hotell. Neuze ar Vretoned a gemeraz hent ar porz, el leac’h e tlient da nav heur kemer al lestr braz a iee gant beachourien da Zant-Malo.

War al lestr, an daou iaouank a gonte d’o zud o beach hag an digemer kalonek a ioa great d’ezho e ti an Itron Jakson.

— Mar d’ema hirio ar gwaleur o skei warnomp gant e vorzoliou ponnner, a lavaraz Efflam, mar d’omp hirio pleget dindan an disenor, e welomp o para en dremwel eur stereden a esperans, hag a gargo hor buez a joa, a laouenedigez, a enoriou hag a binvidigez. Ia va zad, ia va mam, sec’hit to taëlou, hag evel ho pugale, sellit ganeomp warzu an esperanz. Tennit ho taoulagad diwar ar c’houmoul, evit sellet ouz bannou skeduz an heol, n’en em roit ket da zonjal en dristidigez a hirio, ha lakit ho spered da zonjal en euruzded an amzer da zont. Gwelit an devez enruz ma vezimp hon daou unanet gant an diou zimezel Jakson, an diou blac’h iaouank koanta ha pinvidika a zo e Bro-Zaoz.

— Iaouank oc’h c’hoaz, va bugale, a lavaraz ar vam, evit sonjal dimezi gant an diou brinsez-ze euz a bere e komzit d’in, ha kalz a draou a c’hell digouezout abenn m’o pezo an oad da unani ho puez gant an diou blac’h pinvidik ze. Sonjal a ran emaoc’h o vaga en ho spered sorc’hennou ha netra ken. Ah ! karet a rajen gwelet ac’hanoc’h o taou eun devez euruz hag enoret, mez allaz ! holl bromesaou ar hed-ma n’int nemed moged, hag an esperanz o penz da veza eun deiz euruz, a c’hell tec’het diganeoc’h pa vefoc’h o sonjal an nebeuta. An hunvreou kaër a rit hirio hag a ziskouez d’eoc’h e kreiz o kousk pinvidigez enor ha karantez, a c’hell beza eun deiz chenchet e paourentez, e dismegans, o kasoni.

— Oh va mam ! Petra zonjit, petra livirit ! ho komzou a zo evel eur c’hleze sklaset o tremen hor c’halonou leun a garantez hag a esperans. Na zonjit-hu ket ez eo promettet d’eomp an diou blac’h koant-ze gant o mam e-unan abalamour ma z’omp bugale Breiz. Ia, ar vam he-unan eo o deuz promettet he diou verc’h d’eomp, dre garantez evid he bro goz, bro ho zad, ha n’euz leac’h ebed da zonjal e vije eun deiz trubardez d’he ger, d’he fromesa.

E keit ma oa ar famill o tiviz, al lestr a dostee ato deuz Sant-Malo, ha wardro kuz-heol e oa staget ouz ar c’haë.

Pa oe savet ar famill e kaer, an toucher a stagaz prim e loan ouz ar wetur, ha da nav heur, an aotrou Robel hag e famill a ioa e Roazon.

Antronoz Efflam a skrivaz eul lizer d’an itron Jakson evit o zrugarekaat deuz an digemer kaër a reaz d’ezan ha d’e vreur Briek.

Setu ama al lizer-ze :

Itron ger,

Goude beza chomet eur pennad amzer e Londrez setu ni digouezet er ger e Roazon. Roet hon euz da anaout d’hon tud an digemer kalonek o peuz great d’eomp en ho maner, hag al levenez ar vrasa a ren en hon c’halonou, o sonjal en hon euruzded, en hon esperans evit an amzer da zont. Karet a rajent anaout ac’hanoc’h, ha dre-ze diskouez d’eoc’h muioc’h o c’harantez. Pedi reont ac’hanon da lavaret d’eoc’h dont da bourmen da welet ac’hanomp ar c’henta ’r gwella.

Goulskoude n’hon euz ket kalz a fizians e teufec’h, dre ma n’oc’h ket ialc’h. Mez ma ne c’hellit ket dont oc’h unan, da viana ho tri bugel a c’hell dont, ha bezit sur e vezint digemeret mat, hag a greiz kalon.

Grit hor gourc’hemennou d’an aotrou James ha d’e ziou c’hoar a garomp kement.

Efflam Robel, e Roazon.

(Da heuil)