Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
15
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou

an Aotrou Skrabelaou

GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


X. — E Londrez


Sell, Efflam, kemeromp nerz-kalon, setu ni deja a wel da zouar Bro-Zaoz, em-berr e vezimp e Londrez, kousket e gweleou blod eleac’h ar gwele kalet hon deuz aman.

E gwirionez, wardro kuz-heol, ar vartoloded a oa o tisken an heor, hag ar "Sea-Star", bet brallet eun tam he c’horf var ar mor a zo staget ouz kaë Londrez.

Ar botred a ieaz e kear, ha na zalechont ket da gaout eun hôtel gaër evit koania ha loja.

Pa oe debret o c’hoan e c’houlenchont o c’hambr. En eur zal gaër, koaret mat, daou wele ennhi, e oa kaset an daou vreur da gousket. Diroc’hal a rechont e doug an noz, rak skuiz e oant.

Antronoz da nav heure e savchont, ha goude beza dijuniet ha paët, e iachont da ober eun dro da welet ar gear vraz.

Goude beza sellet e doug an deiz ar paleziou, an ilizou, an touriou kear e teuchont da gousket d’o hotell. Ar pez o devoa great war an deiz, na ree ket kalz a dra d’ezo, rak dija o devoa gwelet kear Bariz, ken brao da nebeuta evel eo Londrez gant he siminaliou du hag he ziez mogedet.

Goude beza tremenet diou nozvez hag eun devez e kear-benn Bro-Zaoz, an daou veachour a gemeraz eul lestr hag a ree diou wech ar zizun ar veach etre Londrez ha Southampton gant marc’hadourez a bep seurt.

Er gear-ze eo e tlient en em renta da genta, mez o veza m’o devoa kavet e Brest eul lestr evit Londrez, ha c’hoant d’ezo da welet ar gear-ze ive, e iachont, sur da gaout prestik goude eul lestr evit o digas da Southampton.



XI. — E Southampton


An daou veachour n’o devoa ket lavaret e tlient erruout, ha ne oant ket souezet o welet ne oa den o c’hortoz anezo war ar c’haë. Mont a rechont en eun hostaleri, hag en eur eva bep a vanne, e c’houlenchont e iez ar Zaoz, e peleac’h e oa maner an aotrou James Jakson. Eul leo ema arc’hann, a oa respontet d’ezo, mez kaout a refoc’h eur vag evit kas ac’hanoch beteg eno, evit ugent real. Disken a rechont d’ar porz, hag eur c’hart heur goude e oant adarre war an dour, ha wardro teir heur e oant dirag ar maner.

— An aotrou James Jakson, mar plich, a c’houlenchont digant eur mevel deut da zigerri.

— Antreit aotronez : an aotrou James a zo er gear.

Laket e oant da azeza barz en eur zal euz ar re gaëra zo moien da welet, n’oa nemed alaourach ha dantelez euz ar zâl.

An vaou Vreizad, evit gwir o devoa gwelet traou kaër en tiez braz e Raozon, e Pariz zoken, mez allaz ! dister e oa an traou-ze e-kichen ar pez a welent dirag o daoulagad er zal-ma.

An aotrou James, galvet gant ar mevel, a deuaz trum :

— Ah ! pebez burzud ho kwelet !… iac’h oc’h ?— hag o tud ?

— Trugare, mignon James, iac’h omp holl, hag evel a welomp c'houi ive a zo mat ar bed ganeoc’h ?

An dimezelled galvet a deuaz ive trum, hag al laouenedigez ar vrasa a ioa merket war ho zal o reseo an daou Vreizad iaouank. Raktal goude an digemer-ze ken kalonek great d’an daou vreur e ti unan euz an dud pinvidika hag enorapla a zo e Bro-Zaoz, an aotrou James a lavaraz :

— Breman mignoned e kasan ac’hanoc’h, mar d’oc’h kontant, da welet va mam en he c’hambr. N’eo ket goest da zisken, rak n’eo ket evit flach diwar he c’hador vourret, ha bemdez an diou blac’h a gambr a rank he lakat en he guele. Mez petra zervich, eun dra bennag a vank ato d’an eurusded leun.

Goude beza baleet eur pennad war an tapisou, ec’h en em gavchont etal eur plac’h gwen he bleo, he drem treut ha drouglivet gant ar boan. Goulskoude pa welaz an daou Vreizad, pa welaz anezo o stroui dirazhi e sin a zoujans, eur mouzc’hoarz a deuaz war he muzellou, hag he c’halon a zeblante beza entanet gant tan ar garantez a ioa birvidik e kalonou an daou vreur.

— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h ar joa a zo em c’halon evit reseo ac’hanoc’h, va daou vignon, ha va mouez o krena n’eo ket goëst da lavaret d’eoc’h evel ma z’eo dleet, ar garantez em euz evidoc’h, hag evit ho pro Breiz. Goulskoude n’oun ket evit delc’her pelloc’h war va c’houstians eun dra hag a ra d’eomp holl aman eun enor euz ar re vrasa. Va mam goz, mam va zad, diskennet deuz unan euz ar famillou brasa, a oa euz a Zant-Briek. Va zad koz, eur Breizad euz ar re galoneka, a lezaz e vue war an dachen a vrezel, o tifen ar gwiriou muia-karet.

— Va c’halon a zo fraillet, itron, a lavaraz Efflam, o klevet komzou ken kear, ken enorapl o tont deuz ho kalon war ho muzellou, ha deuz va daoulagad a Vreizad e ruill eur mor a zaëlou, o welet ar garantez oc’h euz evit al lec’hiou e pere e repoz relegou ho tud koz.

— Va zad a deuaz aman da chom, ha me a c’hanaz aman : Mez ato em beuz maget em c’halon eur garantez gwirion evit va bro hag evit bro va zud koz, ha dre ma kosa em c’halon, ar garantez-ze ne ra nemed kreski.

— Ah ! itron, her gouzout a rit gwelloc’h egedon-me : goude Doue, goude ar famill, e vro eo kaëra tra en deuz an den da garet war an douar. Mez aoun hon euz da skuiza ac’hanoc’h ha mar kirit e lezimp ac’hanoc’h da repozi ho spered.

(Da heuil)