Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


N’omp ket gouest da lavaret an dra-ze d’eoc’h d’ar just, rak sonj hon euz da vont asamez gant hor mignon hag e ziou c’hoar da welet keriou brasa Bro-Zaoz. O veza ma ne chomimp ket pell e peb kear, ma vezimp koulz lavaret noz ha deiz e weturiou, n’omp ket evid rei adres ebed d’eoc’h.

Mez, bezit dinec’h, setu ar pez a c’houlennomp diganeoc’h : lizer o pezo diganeomp aliez.

Mez klevet a reomp hor mam, a zo ennhi eun tammik deuz gwad hor eontr, o krial, abalamour ma z’omp deut da veachi a-bell gant eur seurt ialc’had aour.

Mez pa ouezo e vezo he daou vab o tispign arc’hant he breur Skrabelaou evit asuri eur vuez hag a vezo divezatoc’h karget a binvidigez hag a enoriou evit ar famill a-bez, e ouezomp awalc’h ne rai ket kalz a forz. Deuz eur c’hostez all, grit eur zellik en dro d’eoc’h, ha gwelit pe seurt buez e vezo hon hini-ni divezatoc’h e Breiz. Na welit-hu ket dija o mignoned zoken o kaout mez asamez ganeoc’h, abalamour d’ar pez a zo c’hoarvezet gant breur va mam ! N’on euz ket divezatoc’h leac’h da zonjal e vezo taolet an hano-ze d’eomp en hor fas, da lavaret eo an hano a Skrabelaou !… Mez awalc’h war gementse, arabad eo d’eomp meska teill evit hen lakat da fleria.

Rakse ta bezit dinec’h gant ho pugale, en em gaout a raimp, raktal ma vezo echu hon troiou e Bro-Zaoz, ha gant eun esperanz kaër o lugerni war hon tal, e pokimp d’eoc’h gant karantez.

O taou vab : Efflam ha Briek Kerscabel.

Pa oe lennet al lizer hir-ma er wetur, an aotrou a lavaraz d’an toucher e oa echu ar veach, n’oa nemed disternia.

En o c’hambr, an daou goz a zonje e meur a dra. E c’helle al lizer-ma beza gwir, e c’helle nompaz beza, mez da viana troet mat e oa, ha seblant ar wirionez a ioa warnan penn-da-benn. An dra-ze a lakee eaz o spered, hag ar pez a zizamme anezo dreist-oll deuz eur beac’h pounner, oa gouzout e oa beo o daou vab, ha iac’h evel daou besk en dour.

— Eun dra, a lavaraz Helena, a zo o tieza va spered. Tugdual : perag n’euz ket lavaret d’eomp da viana e pe seurt kear euz Bro-Zaoz ema an aotrou Jakson o chom ?

— Eaz eo d’id gouzout an dra-ze, Helena.

Hon daou vab a antree evit ar wech kenta e ti an aotrou hag an dimezelled Jakson, ne ouient ket pe seurt digemer e vije great eno d’ezo, hag e kredan evel va bugale, e vezimp abred awalc’h divezatoc’h da c’houzout e peleac’h ema ar famill-ze, pa vezo en em glevet an dud iaouank etre-z-o, pa vezo avansetoc’h an traou. Deuz eur c’hostez all e kredan o deuz rezon hor bugale da guzat ouzomp c’hoaz o amourouzded gant ar brinsezed Jakson, rak an teodou fall ne vezont ket pell evit elumi tan ar gwarisi. Rakse ta ma ne ouzomp ket e pe seurt kear zoken ema an dimezelled-ze o chom, eo abalamour ma n’on euz ket ezom d’er gouzout. Unan diaveaz hebken deuz Raozon o c’houzout ema hon daou vab oc’h ober al lez d’an diou brinsez Jakson, a zo awalc’h evit lakat freuz-taol deustu, ha seul easoc’h e vezo en ober, ma oar o adres. Rakse ta grik ebed war ar gont-ze da ze, pe ema hon eürusded, hon enor, ha dreist-oll hini hor bugale en dour.

— Ne zonjen ket en dra ze, Tugdual, ha gwelet a ran breman ema ar rezon vad ganez. Ha goulskoude avad ne nac’han ket e kavan diez nompaz gwelat va bugale dirag oun, ha zoken n’ouzoun ket d’ar just e pelec’h emaint.

— O oad a zo ganto breman Helena, ha red eo d’ezo deski lavigat o bagik, deski beva, evel a ve lavaret, pe morse ne ouezint petra eo ar vuez.

— Evelkent ez euz eat ganto eur gwall dam arc’hant, hag an aour ze a c’hellfe lakat anezo da ober traou noazuz evito, rak iaouank int c’hoaz, ha troet da zispign.

— Gwir a leverez, mez petra dalv d’eomp lavaret an dra-ze ! Emichans e tigasint ganto d’ar gear ar pez o devezo bet a re. Ar pez on euz da ober breman, eo bruda ema hor bugale o Londrez o teski ar Zaoznek, ma c’houlenfe unan bennag deuz o c’helou.



IX. — Eur garg ougnoun


An aotrou Robel a ioa o chom e Raozon en eun ti a c’hiz koz, an diaveaz n’oa netra a gaër da welet, mez an diabarz avad a ioa arrebeuri deuz ar c’henta. Ar ru el leac’h e oa o chom, a vije sioul peurvuia, dreistoll goude kreizdeiz, pa vije tremenet merc’hed al leaz ha potred al legumach.

Eun devez wardro eiz heur, ar ru voan a ioa karget a girri. Daou Roskoad o vont d’an dachen gant peb a garrad legumach, a iouc’he war eur plac’h a ioa o stanka ar ru gant e c’harrad leaz. Ar plac’h a deuaz da gregi e penn he loan, ha da chacha anezan eun tam diwar an hent evit rei plas d’ar c’hirri a oa o klask tremen. Ar c’henta, en eur dremen, a stokaz er c’harrad leaz, ha kerkent daou bod a ruillaz d’an douar, leaz hag all. Al loan a deuaz warlerc’h, pa welaz an daou bod o ruilla, a ieaz war e giz, ha lost ar c’harr a stokaz ouz prennestr ti an aotrou Kerscabel, a dorraz anezan. Gant ar strons, eur boutegad patatez nevez a ieaz da en em ziskarga er zal gaëra euz an ti.

Kerkent : metejen ha tuchentil a oa war al leac’h strafuillet oll gant an darvoud.

Kerkent ma welaz an itron e oa torret he frennestr, e saillaz gant ar Roskoad evit goulen hanter kant lur dic’haou digantan. An aotrou a lavaraz raktal d’ar mevel mont daved daou bolis.

(Da heuil)