- Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
Wardro peder heur deuz an abardaez e tigoueschont e Brest. Bale rechont dre gear, da c’hortoz ma vije deut ar poent da vont da goania. Mont a rechont d’ar porz a gonverz, hag eno e welchont listri, lod o karga, lod all o tiskarga mac’hadourez a bep seurt. Gwelet a rechont war ribl ar c’haë eul lestr kaër ha braz, ha merket e oa warnan daou c’her saozmek, Sea Star. Efflam neuz, hag a ouie eun tam iez ar Zaoz, a en em lakeaz da gomz gant unan euz martoloded al lestr a ioa o walc’hi e zaouarn war ar pont. Hen-ma lavaraz d’an daou vreur, e tlie partial en de warlec’h da Londrez.
— Kontant e vijec’h da gas ac’hanomp-ni beteg eno ?
— Mont a ran da c’helver ar c’habiten, rak hen hebken eo a c’hell rei aotre da zigemer beachourien war al lestr.
Ar c’habiten a deuaz war ar pont, hag o welet eur gall o komz outan e iez e vro, e lavaraz raktal d’ezan beza war al lestr da ziv heur goude kreizde, en de warlerc’h. Goude beza paët bep a vanne da vartoloded ar Sea Star, an daou vreur a bignaz e kear evit mont da goania, hag antronoz d’an heur merket, e oant o daou war al lestr braz.
Kerkent ma oan erruet, ar c’habiten a roaz urz da zevel an heor. Prestik goude, al lestr, e weliou gwen digor ha troet d’an avel, a faoute ar mor, hag a bellee buan deuz porz Brest.
An daou vreur, azezet war ar pont, a zelle a bep tu d’ezo, ha gant ebat e sellent euz an touriou tan nevezik elumet e Konk-Leon hag en Eusa.
Pa deuaz an noz gant ar freskadurez, an daou veachour a ziskennaz en o c’hambr, da zebri boued prenet ganto e Brest evit ar veach, ha goude e iachont da gemer o repoz en eur gwele striz ha kalet, gwele ar beachourien war vor.
Antronoz pa zavchont na welchont mui nemed ar mor glaz hag an heol skeduz o lintra en oabl.
Efflam neuze a lavaraz :
— Kollet hon euz ar gwel euz douarou Breiz, euz douar hor bro muia-karet ! Bremaik, evit gwir, e welimp du-ze en hanternoz douarou all, mez an douar-ze a zo douar an Estren, douar enebourien Bro-C’hall.
— Petra dalv d’id, Efflam, sellet war da lerc’h, ha perak, an daëlou o ruilla deuz da zaoulagad, e klaskez en dremwell gwelet douarou Breiz, douar an dispriz hag an disenor ?
Ar zonj euz hor mam ha deuz hon tad, a zav adarre da huela en da galon, mez sonj eta o c’harantez ar muia tener n’eo ket evit renta d’eomp ar pez hon euz kollet, n’eo ket evit renta d’hon hano, ar sked en devoa gwechall.
— Ah ! va breur Briek !… Da galon ha va hini a zo dishenvel, er gwelet a ran breman. En hini-me ez euz eur gouli, ha na vezo morse stanket nemed dre ar gwel euz va zad ha va mam, ha seblantout a ra d’in e kresk, e kresk dre ma pellaan diouto.
Gouzout a ran ez omp hon daou disenoret dre torfet hon eontr, gouzout a ran, e vezo abalamour da-ze, taolet meur a wech hon hano kaer er fank, mez va c’houstians a rebech d’in dija an torfet emaoun oc’h ober asamez ganez. Va c’halon gouliet a ziskouez d’in ez oun faziet, hag eun dra bennag a lavar d’in lonka heb mez an dismegans, an disenor, evit harz ouz kalonou va zad ha va mam da ranna gant ar glac’har. Pell deuz ar re en deuz roet d’in ar vuez, va buez na c’hell beza nemed eur rebech, ha seblantout a rai d’in ato gwelet dirak va daoulagad va zad ha va mam o rebech d’in krizder va c’halon, hag o tiskouez d’in o c’halonou fraillet dre ar ar garantez. Rakse 'ta na zaleimp ket e Bro-Zaoz, hag ar c’henta lestr a gavimp, a gemerimp evit beza taolet ar c’henta posubl war douar ar Frans.
Goulskoude du-ze e Raozon, eun den avanset dija war an oad, gwen he vleo, a zo eun dra hennag a vraz o trei hag o tizrei en e spered. En e gichen, eun itron, griz ive e bleo, a zo o kaozeal gantan en e vureo, hag eur veraden daëlou a ruill war e chod drouglivet ha gwen evel eur goaren.
— Petra zonj d’id, Tugdual, zo en em gavet du ze e Lotheï, pa ne resevomp kelou ebed na deuz ar c’hlanvour, na deuz hon daou vugel ?
— N’ouzoun ket d’ar just petra da zonjal deuz kementse paourkez Helena !… Marteze eo gwellaet d’ar eontr ! pe marteze emaor bep ar mare o c’hortoz anezan da vervel. En eur ger, n’oun evit sonjal nemed ar pez a zonjez da unan ! Ha goulskoude ez eo iskiz d’hor bugale lezer ac’hanomp eiz dez heb kelou.
— Aoun em euz na ve digouezet eun droug bennag gant unan pe unan deuz ar vugale, va c’halon zo enkrezet.
— Va hini-me zo ive, Helena, goulskoude n’euz ket a leac’h da zonjal e droug, rak neuze sur on dije bet va c’halon zo enkrezet ha setu aman abalamour da betra.
— Ar eontr on devoa kalz arc’hant, an dud wardro eno a ouie, ha marteze eun den bennag en doa avi ouz an aour-ze, hag evit dont a-benn da laërez ar ialc’had, n’en deuz ket bet aoun euz eun torfet.
— Oh ! va Doue !… Tugdual petra leverez ?
— Lavaret a ran o c’hell an den-ze beza lazet, hag ar eontr, hag ar re a ioa o tioual an tenzor.
An itron a lezaz eur griaden, hag a zemplaz war ar plas. Pa oe deut ennhi e-unan o lavaraz :
— Perag e peuz spontet ac’hanoun er giz-ze, Tugdual !
(Da heuil)