Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Braz - Lamarr, 1907.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


LAMARR, PE KABITEN AL LAERON
————
I

Sioul bras oa an traou en deiz-se war-dro Kervenar. D’eul lein-eured e oa eat ar c’hreg hag an ozac’h ha na deujent ket d’ar gear evit au noz. Ne jome nemet Anjela er gear evit boeta ar chatal.

Hep amezeg ebet a-dost, houma n’oa ket dienkrez. Ar c’hi bras a yoa bet red e laza dre m’oa kouezet klanv. Epad an deiz evelato n’he doe ket nemeur a aon ; hogen, a-raok an noz ez eas da glask eur vignonez d’ezi er geriaden dosta. Houma ne varc’hatas ket hag a deuas raktal.

Goude beza roet o c’hoan d’al loened, Anjela hag he mignonez a deuas d’an ti da aoza koan evito o unan. Netra a gement a dalvesche ar boan koms anezan na deuas d’o dieza epad an amzer-ze.

Goude koan ez ejont da domma ha da gonta rimadellou.

— « Kemer eur skabel eus a zindan ar gwele, » eme Anjela d’eben.

O senti raktal, houma a astennas he dourn. Tizout a reas eun dra bennak hag a lakeas anezi da jench liou ha da grena.

— « Petra c’hoarvez ganes ? » eme Anjela.

— « O netra ebet !… Ne gavan ket ar skabel... A ! sell ’ta, eo, ema ganen em dourn… »

Mignonez Anjela a yoa deuet da veza kouls lavaret mut. Drouklivet e oa, hag e krene evel eur bern deliou. Anjela avad ne daole ket nemeur a evez outi, gant ar prez a yoa warni da gas he stam en dro.

— « Me zo klanv, eme eben… C’hoant em eus da vont d’ar gear ! »

— « Klanv ?… Ha gwir e ve ?… »

— « Eo. Gwelet a rez e krenan, daoust d’in da veza e-tal an tan. Me gred em eus tapet eun dersien bennak… Ouspenn-ze, aon am eus… »

— « Aon rak petra ? »

— « M’em eus c’hoant mont d’ar gear ! »

— « Mad, mad… ! Kea ’ta d’ar gear, pa fell d’it !… Me a jommo va-unan er memez tra… »

Eben, dizammet neuze, a gemeras hend an nor kerkent, hep ma vije ezom d’he fedi.

II

Goude beza lavaret eun tammig peden, Anjela na zaleas ket da vonet d’he gwele.

Ar c’housket a zeblante tec’het he daoulagad ; he c’halon a yoa gwasket gant ar velkoni, hep m’he divije gallet gouzout perak ; bep seurt sonjezonou poanius a dremenas dre he fenn ; n’oa ket evit ankounac’haat ar gwel eus he mignonez o krena hag o lavaret mont d’ar gear… Pe seurt klenved iskiz eta a yoa kroget enni, mar doa gwir ez oa klanvet ?… Ha mar n’oa ket klanv, petra eta a rea d’ezi beza ken drouklivet ?… Dispenn a rea he spered, ar plac’h kez, o klask gouzout, ha kaer he doa, netra na wele gouest da zigas d’ezi sklerijen.

Erfin e klevas trous dindan he gwele, hag hi da grena d’he zro ; ker spontet e oe ma savas he bleo soun evel spilliou war he fenn ; kerkent an ti-holl a oe sklerijennet gant eur c’houlaouen rousin savet uhel a-zioc’h an daol.

Neuze, tra skrijus, e welas eur pez den o tispaka war an daol eun niver bras a venviou da laza ; kontili ha pistolennou, re vras ha re vihan.

Great al labour-ze gantan, al laer a dostaas oc’h ar gwele hag a zigoras ar stalaf. Anjela a rea neuz da veza kousket kalet. Evit gouzout gwelloc’h a ze ha hi a yea kousket evel ma seblante beza, setu hen o vouta anezi goustadig. Van ebet ; Anjela ne finve na penn na troad.

— « Kousket mat eo, emezan ; gwelomp c’hoaz koulskoude ! » Tana ’reas eur c’houlaouen zoa ; hag hen d’he lakaat da vera war fri ar plac’h. Kas a reas he dourn d’he fri, hogen ne ziskouezas ket beza dihun.

— « Mad eo, emezan ; barrek on gant va zaol ! » Hag ez eas er-meaz da sutal d’e vevelien.

Anjela na oe ket diegus evit sevel eus he gwele da vont da vorailha an nor. Setu tapet al laer er-meaz. Ma ’z eas eur zac’had drouk ennan. Hag hen da hopal :

— « Keuz ez pezo, emezan, ha keuz bras zoken, ma na deuez ket da zigeri d’in da gerc’hat va armou ! »

— « A ! n’eo ket bet darbet d’in ! » eme ar plac’h.

— « Da vihana, korn-digor an nor evit o rei d’in ! »

— « Ne rin ket ! Ne rin ket ! » emezi adarre. Astennit ho tourn, mar kirit, dre doull ar c’haz, ha me o roio d’eoc’h ! »

Al laer a oe mall gantan senti, hag Anjela a yeas da gerc’hat ar gontel giger. Digouezet e-tal an nor, houma na varc’hatas ket ; kregi a reas e dourn al laer hag hen troc’has krak ha berr.

O yudal gant ar boan, al laer a lavaras :

— « Talvezout a ray d’it ar pez az peus great ! »

E keit-se, al laeron-all a zigouezas endro d’an ti. Gwelet a rejont dioc’htu n’hellchent biken lakaat o dourn war ar plac’h.

Petra da ober neuze ? Pa n’hellent ket mont en ti, ez ejont er c’hreier da zistaga an holl loened a-raok tec’het kwit. Peadra a yoa da vouzara eur vro a-bez, kement a drouz, a vlejadeg a rea al loened keiz taolet er-meaz e kreiz an noz tenval.

Tad Kervenar a zigouezas mintin mat antronoz. Anjela a zigoras d’ezo an nor, hag a gontas ar pez emaon o nevez displega dirazoc’h.

III

Prestik goude an nosvez trubuilhus tremenet gant Anjela e Kervenar e teuas eur c’hemwerzer bras da jom da vourc’h Ploumareg. Liviten ha tok kern-uhel a zouge kouls da bemdez ha d’ar zul, ha manegou ler du da c’holo e zaouarn. Lamarr a read anezan, hep ma c’houfe den eus a beleac’h e teue.

Kavet e veze bep seurt marc’hadourez en e di : podou-pri, podou-houarn, gloan, mezer, lien, sukr, holen… War an ton bras ez ea an aotrou, ar pez a rea m’oa gwelet gant an holl evel eur « Julod ».

A-benn eur pennad e teuas d’ezan c’hoant dimezi. Ma taolas e zellou war Anjela, plac’h yaouank Kervenar. Abalamour m’oa pennherez, he zud a c’hoantea gwelet anezi o chom er gear. Hogen, Lamarr o fedas, o aspedas ker brao ha ker mad, o lavaret d’ezo mil gwech n’helle ket o merc’h ober kaeroc’h fortun, na kaout kaeroc’h pried, ma teujont da asanti.

Skrivet e oe an embannou prestik goude, ha deveziet an eured.

Lamarr na bedas den d’ar friko, « e gerent, emezan, a yoa re bell o chom. » Lavaret a rea ive :

— « Da c’houde an eured, Anjela ha me a yelo hon-daou d’o gwelet. Eur blijadur vras e vezo evidomp mont d’ober eun dro du-ze… »

IV

Goude ar friko ar plac’h nevez a deuas da jom gant he fried da vourc’h Ploumareg, hag eur pennad goude ez ejont en hend da vont da welet kerent Lamarr.

Digouezet e-tal eur c’hoad bras, hanvet ar C’hoad-Du, Lamarr a zispakas e zourn deo hag hen diskouezas da Anjela o lavaret d’ezi gant eur vouez rust :

— « Piou an deus troc’het d’in va dourn ? »

Anjela a vennas koll he zammig nerz evit koueza d’an douar a stok-korf. Kaout a reas kalon awalc’h koulskoude evit chom en he zav. Lamarr a lavaras c’hoaz :

— « Ha sonj ac’h eus-te eus an nosvez-se m’az poa serret an nor warnout, ha troc’het d’in va dourn p’am boa hen astennet dre riboul ar c’haz ? »

— « Ya da ! » eme Anjela o krena gant ar spont.

— « Mad, kred ac’hanon, emaout o vont da baea d’in da dro zivalo. Plijadur em bezo ember gant va mignoned o koania diwar da goust ! »

— « Truez ouzin ! » eme Anjela. « Truez ouzin ! » Me ho ped, lezit ganen va zammig buez ! »

— « Siouaz ! amzer an drugarez a zo tremenet evidout ; setu deuet hini ar venjans ! »

Lamarr a stagas e vaouez oc’h eun derven deo, tost d’an hend bras, hag a yeas goude da glask e vignoned.

Eur C’hernevad a deuas da dremen dre eno gant eun azen, daou vaninkin c’houllo war e gein.

— « O va Doue ! eme Anjela, bezit ar vadelez da zont d’am distaga, ha lakait ac’hanon goude en unan eus ho maninkinou. Laeron a zo en em glevet evit va merzeria ! »

Ar C’hernevad na jommas ket da varc’hata. Kemeret a reas e gontel da drec’hi (trouc’ha) al liammou, hag e taolas Anjela e unan eus ar maninkinou.

Hag hen da genderc’hel gant e hend.

N’en doa ket great eur c’hart leo ma klevas eun den oc’h hopal war e lerc’h :

— « Hê ! selaou ’ta, paotr. N’ac’h eus ket gwelet eur vaouez aze bremaik e-tal ar c’hoat ? »

— « Eo, avad », eme ar C’hernevad.

— « Lavar ’ta d’in war-zu pe leac’h ez eo eat ? »

— « Du-ze, ez ea », eme ar pillaouer o tiskouez eun hend doun ha tenval.

Al laer a yeas gant an hend merket d’ezan, hag ar pilhaouer, evel just, a gendalc’has gant e hini.

Edo o tizout tiez kenta eur vourc’haden, pa welas mestr al laeron o tont war e lerc’h prez bras warnezan.

— « Eat oun dre an hend az peus diskouezet d’in, ha maouez ebet n’em eus gwelet ! »

— « Tramek du-hont eo eat ! Tramek du-hont ! » eme ar C’hernevad adarre.

Mez ’benn ar poent-se ar pillaouer a yoa er vourc’h, hag an aotrou Lamarr a renkas tec’het gant e zac’had kounnar.

V

An amzer a ya atao endro. Anjela a zimezas d’eur c’hemwerzer-all eus eur bourk a-dost. Beva reas meur a vloavez eürus ha didrouz, ha zoken Doue a zigasas d’ezi eun toullad brao a vugale.

Eun dervez e oe gwelet eun den o tont er vourc’h tri-ugent azen gantan, gant daou vaninkin war gein pep-hini anezo. Dont a reas war eün da di Anjela da c’houlen lojeiz evitan hag evit e loened.

— « Ar chatal-ma, emezan, a vezo mat aze er c’hardi. Ne vo ket red zoken disken ar maninkinou diwar o c’hein. Frouez ha marc’hadourez a bep seurt eo a zo enno. Re a labour a ve o disken, hag ouspen-ze, warc’hoaz abredik mat e rankin loc’ha ac’halen ; dies e ve o zamma, re evit eun den. »

— « Gallet e vezo rei dourn d’eoc’h ! » eme an hostiz, gwaz Anjela.