Pajenn:Ar Braz - Da Bariz, 1910.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DA BARIZ !


————


En em dennet e oa an ao. Turban en e gambr d’ober eur c’horniad, hag e benn etre e zaouarn e lenne eul levr pa skoas ar garabasen war an nor.

— « Aotrou, aman zo goulen d’eoc’h !

— Han ! Piou ?

— Mari-Jan an Ti-men eo a deu d’ho kaout evit n’ouzon petra… Lavaret he deus e felle d’ezi komz ganeoc’h… »

O klevet hano Mari-Jan an Ti-men, an aotrou a zavas hep respont d’ar vatez, hag a yeas e-unan da c’helver ar goueriadez.

— Aotrou Turban, me zo deut da c’houlenn ouzoc’h… Gouzout a rit !

— Just… e oan e sonj da dremen dre an Ti-men er pardaez-man da gas d’eoc’h ar c’helou a deuit da glask. Bet em eus eul lizer a Bariz !

— Ah ! — hag ar vaouez a halanas evel dizammet eus eur beac’h pounner. — Ha neuze, eun toul ho peus kavet evit Annaig ?

— Eun toul ?… Ya ! hag eur plas eus ar c’haera ive. Eun tiegez pinvidik-mor a gemer ho merc’h da geginerez.

— Da geginerez !… Va Doue ! na mad e tigouez un traou evelkent !… Ar pez a c’hoanta ar muia Annaig eo eun implij er giz-se.

— Oh ! eur plas eus ar gwella eo, m’hen assur d’eoch, hag en eun ti kristen. Va mignon na vije morse eat da glask eun toul fall evit ho merc’h, ken erbedet m’eo bet d’ezan ganen… »

Ar goueriadez a oa bar he levenez. Ne ouie penaos trugarekaat awalc’h an den madelezus… Mad, re vad e oa, a lavare an hini goz. Pedi rafe bemdez an aotrou Doue da zont d’e baea evit kement a vadelez…

Pell zo o chom e Trelaneg, anavezet hag istimet gant an holl, an aotrou Turban a wele, gant kalz poan, pegen paour e oa eun darn eus ar barrezioniz, hag e klaske an tu gwella da zont d’o zikour.

An douar n’oa ket pinvidik awalc’h da vaga holl dud ar barrez.

E meur a barrez diwar-dro, an dud yaouank a on koumanset da guitaat o ziegez evit mont da labourat e kear e leac’h ma c’hounezent an arc’hant na gavent ket war ar meaz ; e leac’h ma vevent evel labourerien : mevel pe blac’h e kear a zo an henvelep tra ha beza mevel pe blac’h war ar meaz !

Trelaneg, abred pe zivezad, a deufe d’ober evel ar parreziou tosta. Prest marteze an dud yaouank eus ar barrez a gemerfe ive a vagad hent kear. Eur plac’h pe ziou a oa eat dija da glask o chans. O skouer ne c’halle miret da veza heuilhet…

N’eo ket hep tristidigez e wele an aotrou mad an dra-ze.

Klevet en doa e troe fall e kear demdost an holl verc’hed kuiteat ganto ar Meaziou. Ne oa ket a voien da ziarbenn eur seurt droug hag a zo ive eun dizenor evit ar ouenn ? Perak e teu d’en em goll ar merc’hed-ze, nemet abalamour ma’z int eat e kear, eur frouden savel en o fenn, hep goulenn skoazel den na zoken gouzout hag-hen e kavint eun implij er gear vraz eur wech digouezet enni ?

Petra zonjas-hen neuze !

Ar gwella remed a gavas eneb eur seurt gwalen eo en em lakaat, hen e-unan, da zivroa e barrezioniz.

E Pariz, en doa anaoudegez ouz eur « plaser » tud hag en doa gwechall great e studi asamblez gantan er skolach. Skriva reas d’ezan. Henman en em gargas da gaont plasou, raktal digouezet er gear-veur, d’an holl verc’hed erbedet d’ezan. Zoken war goulenn an aotrou Turban e reas ar bromesa da lakaat anezo en tiez a urz ha kristen… da vihana hervez ar bed.

Ar genta plac’h yaouank a zivroe an aotrou Turban e on Annaig, merc’h Mari-Jan an Ti men, eur boked a nerz hag a c’hened, marteze koanta plac’h yaouank Trelaneg, ha koulskoude n’eo ket merc’hed koant a vanke er barrez !

Risklus e oa fiziout eur berlezen ken gaer en eur gear leun a hudurnez, e leac’h ma kaver kemen a dentasionon. Mes an ao. Turban en doa fizianz en e vignon parizian, e mistri da zont ar plac’hig, ha dreist-holl e nerz ha vertuz Annaig, bet savet e doujanz Doue gant eur vam gristen.

D’an deiziou kenta a viz ebrel pa goumanse ar gwez adkemer o liou glaz ha pa gane, dre ar mintinveziou klouar, al laboused e beg ar gwez, Annaig a gemere an trein da vont da Bariz.

N’eo ket hep poan galon e lavare kenavo d’he mam ha d’an aotrou a oa deut d’he ambroug betek ar gar hag a roas d’ezi an diveza kelennadureziou. N’eo ket gant laouenedigez e tileze kemen a gare er vro ; an iliz-ze e leac’h ma oa bet kustum da zont da bedi ; ar c’hleier-ze hag a zonas ken drant da zeiz he badiziant hag a zigase da zonj d’ezi, teir gwech bemdez, eus Rouanez an Nenv hag he doa desket kement karet ; ar vered-ze e leac’h ma plije d’ezi dont da lavaret eun De profundis war bez he zad marvet er bloaz tremenet, he mignonezed hag a reas d’ezi tremen meur a bennad plijadur, ha dreist-holl he mam a ranke dilezel erruet war ar gosni ha kabac’h dija.

An disparti a oa trist. Ken trist all ar veach !…

En deveziou araok he doa evel mall da veachi, da welet bro. Poan he doa o kredi e oa ken c’houero en em zispartia eus ar pez a garer !…

Goude eur veach inouüs hag hir, e tigouezas e Paris, skuiz maro, pounner he fenn, doaniet he c’halon.

Lakeat he doa a veac’h he zreid war vein ar gear-benn, ma savas keuz ganti d’he farrez. Ar ru, dre leac’h ma tremene, a oa leun chouk a dud hag hi ledan koulskoude. Da lakaat evez he doa da rei taoliou penn d’an dremenidi pe da veza flastret dindan ar weturiou-dre-dan a gerze evel an dremedal. E Trelaneg, da vihana, e c’helle bale distrob dre an henchou !…

Gant plijadur he dije kemeret an trein, war an heur, da zizrei d’he Breiz-Izel !

Mes, allaz Pariz na ziskrog ket ken buhan eus ar gezidi o deus ar gwalleur da vont davetan. Evel eul loen gouez e talc’h mad d’e breiz !…

D’an devez warlerc’h dioustu, ar plac’h yaouank goude beza tremenet an noz e ti kamarad skol an ao. Turban, a yeas d’ober anaoudegez gant he mistri parizian, ha da goumans he labour.

He labour a dlie, brema, bezan, eus an eil penn d’egile d’an deiz, er gegin da aoza leinou mad d’he aotrouien. Ar re-man, tud a lorc’h hag a zigoradur, a veve en eun « hotel » war leur gear an Emgleo. Dindano e oa eun nebeut mad a vevelien… Ne oant ket fall ouz o zud, mes sellet a reant outo evel ma sell eur marc’hadour tud ouz e sklaved !…

Annaig en em blije awalc’h en he micher nevez : diou blac’h a oa azioc’h-hi, merc’hed tam ebet egaz evite…

Pa c’hellent, ar merc’hed kambr a ziskenne ive d’ar gegin… ha neuze e c’hoarzed !

Prest e teuas ar Vretonez yaouank, evelato, da welet n’eo ket ar vuegez e Pariz evel en he bro. Pell e ba kaoziou honest merc’hed Trelaneg, ha ne gleve ken marvailhou fur he mam… Ar c’honchennou a veze gant he c’hamaradezed ne oant ket konchennou seurezed !…

Da genta, ouz o c’hlevet, Annaig a ruzias. Ne grede ket e c’halle merc’hed beza ken divez en o c’homzou. He c’hamaradezed a reas gwap outi : « Oh ! la ! la !… eur seur !…

— Ar gezez n’eo ket dizonet c’hoaz !… »

Evit ober evel ar re all e teuas hag e c’hoarze ive ganto pa gonted eun divaloerez, da genta en despet d’ezi, ha, nebeut goude, a galon vad…

Nevez digouezet, eur wech echu he devez, e save d’he c’hambr raktal, e lavare he fedennou hag en em daole en he gwele.

— « Petra peus ’ta, a c’houlennas, eun droiad, diganti eur plac’h kambr, eun daoulagad g… en he fenn, ma en em dennez ken abred en da gambr ? Perak ne deuez ket ganeomp-ni da c’hoari kartou ?

— c’hoari kartou ? » eme ar Vretonez, souezet. Ne ouie dare zoken ez ea ar plac’hed, eur wech echu o labour, d’ober eur bartiad c’hoari.

Er pardaez kenta-ze, Annaig a oe chachet ive, war zigarez dont d’ober eur pennad c’hoari, en eur c’hrignol sklerijennet gant eur c’hleuzeur (lamp) paour, karget a betrol laeret.

N’eo ket hepken ar plac’hed en em gavas eno : ar mevelien a zigouezas ive…

Ar vistri na ouient seurt, pe dost, eus an dra-ze. Moien ebet n’o doa d’her gouzout : goude dek heur, eur wech savet ar mevelien d’an neac’h, ne oa den da evesa warno… Hag evelse e kalz leac’hiou all e Pariz…

Divezad e teuent da glask o gwele… Annaig, feaz alies, en em lakea en he gwele, hep peden. A nebeudou zoken e teuas d’he ankounac’haat neat… Ken dibreder e kouske !…

Alies ar bartiad na veze ket hir. A greiz holl e laosked kartou ha dominoiou evit konta marvailhou hudur pe lenn chansoniou skuberien ar ru.

Eaz eo kompren ar vuez chas a rene ar vitizien-ze, merc’hed ha gwazed…

Annaig a oa eat lark dija war an hent fall. An hudurnez, pell’zo, n’he lakea mui da heugi…

Pep tra ive a oa eneb d’ezi. Ar plac’hed a fougee he gened, he bale, he gwiskamant breizek, ken kaer hag a zouge ken brao.

« Te zo koant, Annaig ! »

Her gouzout a rea, hag ar mevellachou a deue d’ober al lez d’ezi a zigase sonj d’ar plac’h yaouank eus an dra-ze, meur a wech bemdez…

Dindan nebeut a zeveziou, Annaig a oe kollet !

Evit he diouall eus an droug, ar Vretonez he doa nebeut a harp. Ahont en he bro he dije bet an oferennou, ar zermoniou, ar zakramanchou, ar glazou, ar c’hleier ouz he gelver teir gwech bemdez da bedi ; beza he dije bet skouer — eun harp dreist — he mignonezed yaouank, fur ha reiz o buez ; daoulagad eur vam ha ne c’houzanvchent ket an nebeuta tra fall.

E Pariz, netra nemet awechou eun oferen vintin d’ar zul, o veza ma ranke beza er gegin epad an oferen-bred… An itron, hi, a yea ive eur wech an amzer d’an oferen ; mes kristenez hervez ar bed, lezel a rea frankiz awalc’h gant he mitizien war boent ar relijion. Mont a reant pe ne reant ket wardro an iliz !…

D’ar c’houlz-se ive, evel ma he dije mez en he dilhad a Vretonez gant he enor kollet, Annaig a jenchas gwiskamant… Diez e vije bet d’al lagad anaout eur Vretonez er plac’h diluret-ze, he bleo frizet, dilivret eus o c’hoef, o hija en avel… N’he doa breman netra eus tud he bro : edo troet en eur Barizianez penn-kil-ha-troad !

(Da heuilh)

Jozef-P. AR BRAZ.