Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Sinatur an eil Testamant
Gweled a rer war al leur-c’hoari, arrebeuri euz eur zal-dibri, ebarz eur maner a Vreiz-Izel. A benn 4 pe 5 eur deuz ar Beure.
Kevren I
_
LOM
(E-unan o tond a gleiz, eul letern en e zorn).
Piou a zigouez eta d’an eur-man ? N’eo ket c’hoaz goulou-deiz ! Ha neuze ne dleer ket son evel-se ! N’e ket niz ar markiz eo (Doue da bardonno an Anaon !) rag heman na erruo nemed varc’hoaz. Dihuna reï an holl ! (Mond a ra kuit eur pennadik dre an traon, hag eun neubeud goude ec’h en em ziskouez a nevez, en eur zevel e letern da sklerijenni Alan).
————
Kevren II
_
LOM, Ar c’hont ALAN
ALAN
A benn ar fin, sethu aze eun drem ! Neuze, sethu ar maner Landelo dirag va daoulagad !