mestr a hano hag a armou, va hiritour evid maner Landelo.
« Lakaat a ran an itron Mona, va fried hervez al lezen hag an iliz, en e leac’h ha plas evel hiritourez d’am oll draou. »
An dra-ze eo just ar pez en doa skrivet war ar paper am boa taolet en tan...
(goude beza lakeat, a-nevez, e lunedou hag en eur zellet dreist skoaz e vestrez).
Ia ! mez n’eo ket tout…
« A zisklerian ouspen-ze, ar skrid-ma na dalvezo da netra, mar teu Alan a Landelo va niz, eur wech e gonje soudard echu ganthan, d’en em angagi dre skrid, da genta da chom er maner, ha d’an eil, da gendelc’her ma oberou evit diwan ar brezonek, ar skoliou hag al leac’hiou-c’hoari evid ar zul, savet ganin er barrez-ma a Lanrien. An divizou-ze o veza respetet, an eil destamant a vo nul, hag an testatour a gont war enor an denjentil e niz, evit rei e leve d’an itron Mona hag e bansion da Willom Laz-Bleiz.