Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/32

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

komzfe d’in ! Va disherita rafe… Mez kontant o ven da weled ar iontr mad-se, rag na m’euz morse e welet. Gortoz ac’hanon… Distrei a ran (monet a ra er meaz, a zeou).


————


Kevren IX
_


LOM (e-unan da genta, ha goude MONA)


LOM

N’en deuz morse e welet hag eo hiritour… Sethu eun dra drol goulskoude (o welet Mona o tond dre an traon) Oh ! deuit buan, itron markisez, eur c’helou mad am euz da lavaret deoc’h.

MONA

D’in me !

LOM

Ar poltred-ze euz an aotrou markiz, ho poa kement a c’hoant da gaout ! Hep klask tro ha didro, am euz goulennet digant an aotrou kont ha c’hoantaat a rea e werza ?

MONA

A zonjez-te ?