Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —


ALAN (en eur ober eur stou dirazhi)

Itron markisez !

MONA (da Lom a glask mond war he lerc’h)

Chom, va Lom koz, e-kichen an aotrou, e c’hallez ober vad dezhan (mond a ra kuit).


————


Kevren VIII
_


ALAN, LOM


ALAN

Tosta eun neubeud ha respont…

LOM (e benn tenval)

Morse n’euz bet komzet d’in er giz-se…

ALAN

Ar wreg iaouank-ma, neuze hini va iontr ! Evid ober an dimezi-ze, penaoz zo bet great ?

LOM

Klevit, aotrou ! Evid doare an dimezell Mona a zo merc’h d’eur c’hompa-